9 Mae
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1502 : mont a ra kuit Kristol Goulm diouzh Spagn evit e bevare beaj.
- 1915: mervel a ra c'hwec'h gwaz eus Nozieg (Breizh) e Roclincourt, e departamant Pas-de-Calais (Bro-C'hall), milourion e oant er 70vet Rejumant Troadegiezh.
- 1936 : staget eo Etiopia ouzh Italia.
- 1945 : dieubet eo Inizi Mor Breizh diouzh o alouberien alaman.
- 1950 : prezegenn gant Robert Schuman ma kinnig unaniñ broioù Europa. Sellet a reer ouzh ar brezegenn-se evel deroù krouidigezh Unaniezh Europa.
- 1989 : dont a ra Slobodan Milošević da vezañ prezidant Serbia.
- 1994 : dont a ra Nelson Mandela da vezañ prezidant Suafrika.
Sportoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2009 : aet ar maout gant War-raok Gwengamp a-enep Stad Roazhon da-geñver gourfenn Kib vell-droad Bro-C'hall.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1829 : Charles Walter De Vis, den-a-iliz ha loenoniour saoz.
- 1837 : Adam Opel, ijinour alaman.
- 1860 : James Matthew Barrie, skrivagner skos, krouer Peter Pan.
- 1874 : Howard Carter, henoniour saoz, kavadenner bez Toutankhamoun.
- 1939 :
- Pierre Desproges, fentigellour gall.
- Ion Țiriac, c'hoarier tennis romanat.
- 1955 : Meles Zenawi, prezidant Etiopia.
- 1968 : Marie-José Pérec, atletourez c'hall.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1805 : Friedrich Schiller, barzh alamanek (° 10 a viz Du 1759 e Marbach am Neckar (Alamagn)).
- 1850 : Louis Joseph Gay-Lussac, fizikour ha kimiour gall (° 6 a viz Kerzu 1778 e Saint-Léonard-de-Noblat).
- 1903 : Paul Gauguin, livour gall (° 7 a viz Even 1848 e Pariz).
- 2008 : Nuala O'Faolain, skrivagnerez saoznek eus Iwerzhon (° 1añ a viz Meurzh 1940 e Dulenn).
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deiziadur roman
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- VII ante idus Maias / Lemuria 1 = VII deiz kent ides Mae / Kentañ gouel an Anaon (= eneoù ar Re Varv)
Deiziadur kristen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]da zont
Deiziadurioù broadel hag etrevroadel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Devezh Europa en Unaniezh Europa, e koun prezegenn Robert Schuman e 1950.
- Devezh an trec’h : devezh gouel e Rusia hag e broioù all eus reter Europa e koun dibenn an Eil brezel bed.
- Devezh an dieubidigezh e Jerzenez ha Gwernenez, e koun o dieubidigezh diouzh an Alamaned e dibenn an Eil brezel bed.