Mont d’an endalc’had

6vet arme (Werhmacht)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus 6vet lu (Werhmacht))
Skoed-ardamez ar 6vet lu.

Ar 6vet lu (anv leun 6. Armee/Armeeoberkommando 6 (AOK 6)) a oa ul lu eus ar Wehrmacht alaman e-pad an Eil Brezel-bed. Gwallvrudet eo chomet al lu-se dre ma oa bet peurzistrujet gant al Lu Ruz e-pad Emgann Stalingrad (1942/43). Gwallvrudet eo ivez evit bezañ bet kiriek da galz torfedoù-brezel, evel lazhadeg ouzhpenn 30000 Yuzev e Babi Yar, hag a voe sevenet dindan urzhioù ar Marechal Walther von Reichenau e-pad an Oberiadur-brezel Barbarossa e 1941.

Hent ar 6vet lu e-kerzh Kampagn Bro-C'hall e 1940.

Emgann Stalingrad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kodianet en doa ar 6vet lu etre an 31 a viz Genver hag an 2 a viz C'hwevrer 1943. Ar c'holloù alaman a oa bet 147 200 lazhet ha gloazet gant 91 000 prizoniet. Ar Feldmarschall Paulus, 24 jeneral ha 2500 ofiser a renk izeloc'h a oa en o zouez. N'eus nemet 5000 anezho a zo distroet goude ar brezel.

Soudard alaman e Stalingrad armet gant ur PPCh-41 rusian.
Pennlec'h ar 6. Armee e Rusia, miz Gwengolo 1942.

Torfedoù-brezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
23 a viz Gwengolo 1941, Hitler ha Reichenau, penn ar 6vet lu.

An torfedoù-brezel sevenet gant al lu-se a zo liammet-tre gant spered ar penn ofiser Walther von Reichenau. Un Nazi strizhkredour e oa eñ. Evitañ, evel ma oa embannet gant Hitler ha pennoù-uhel an Oberkommando der Wehrmacht (OKW), ar brezel war Talbenn ar Reter a oa ur groaziadeg c'houennelour ha politikel. Pal diazez ar brezel-se e oa lazhadegañ ar Yuzevien gwelet evel enaouerien an dizurzh dre ar bed.

Ofiserien penn war an talbenn

Ofiser uhel

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]