PPSh-41
| PPSh-41 | |
|---|---|
Ur PPSh-41 dezhi ur c'harger ront 71 kartouchenn | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Pistolenn-vindrailher damaotomatek / aotomatek |
| Mont en-dro | Tennata dre argil |
| Munision | 7,62 × 25 mm Tokarev |
| Mare produiñ | 1941–1947 |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 3,64 kg |
| Mas (gant ur c'harger ront leun) | 5,5 kg |
| Hirder | 838 mm |
| Hirder ar c'hanol | 266 mm |
| Hed-tenn pleustrek | 100 m |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 500 m/s |
| Lusk-tennañ | 900 t/mn |
| Endalc'h | Karger fiñv eeun 35 kartouchenn pe karger fiñv ront 71 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | A |
Ar PPSh-41 (rusianeg : Пистоле́т-пулемёт Шпа́гина-41, tr. Pistolet-pulemyot Chpagina-41, brezhoneg : "pistolenn-vindrailher Shpagin-41") a zo ur bistolenn-vindrailher soviedel dezhi ur c'halibr 7,62 × 25 mm Tokarev. Savet e oa bet gant an ijinour Georgiy Chpagin.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Efedus e oa bet ar bistolenn-vindrailher Suomi KP/-31 etre daouarn ar soudarded finn a-enep d'ar Soviediz e-kerzh ar Brezel Goañv. Diwar neuze e tivizas an Arme Ruz modernizaat he armoù ha ledanaat implij ar pistolennoù-mindrailher PPD 38 ha PPD 40 deveret anezhi. An ijinour Georgiy Chpagin a simplas he froduiñ o tegas teknik ar stampañ evit produiñ pezhioù zo. Ar c'hanol a voe simplaet ivez : ur stumm troc'het dre an hanter eus kanolioù ar fuzuilhoù Mosin-Nagant 91/30 e oa. Dre se e voe kinniget e dibenn 1940 ar bistolenn nevez. Produet e voe adalek ar bloaz war-lerc'h dindan an anv PPSh-41[1].

Ledan e voe implij ar PPSh-41 e-kerzh an Eil Brezel-bed ha Brezel Korea. Deuet e oa da vezañ unan eus an armoù implijetañ gant al Lu Ruz evit an droadegiezh e-pad an Eil brezel-bed, ar pezh a lakaas anezhañ da vezañ produet da ouzhpenn 5 milion a skouerennoù etre 1941 ha 1946[2]. Ar soudarded a gave gwellloc'h ober gant ar c'harger ront 71 kartouchenn evit gant an hini eeun 35 kartouchenn. Fiziapl e oa ar PPSh-41 ne vern an temperadur ha liv an amzer. Priziet e veze da vare an emgannoù-kêr evel hini Stalingrad[3]. Roet e voe ivez d'ar siviled da vare seziz Leningrad evit difenn ar gêr. Eno e voe produet e-pad ar sez ar PPSh-42, ur stumm deveret anezhi. Harzlammet e voe kalz skouerennoù eus ar PPSh-41 d'ar bartizaned soviedel a stourme a-dreñv d'al linennoù alaman[1].
Kalz skouerennoù a voe tapet gant an Alamaned e deroù ar brezel. Adanvet e voent MP 717 (r) e anvadurezh ar Wehrmacht. Implijet int bet gant kartouchennoù 7,63 × 25 mm Mauser a oa tost-tre o ment ouzh hini munisionoù orin ar PPSh-41. Lod eus an armoù tapet a zo bet adkambret e 9 mm Parabellum[1].
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Abalamour d'he ferzh er brezel e c'haller gwelet an arm e kantadoù a filmoù, en o mesk Enemy at the Gates (2001), hag e meur a c'hoari video, evel e reoù ar rummadoù Call of Duty, S.T.A.L.K.E.R., hag e World of Guns: Gun Disassembly[4].
- Ur pezh 25 roubl en enor da c'hGeorgiy Chpagin ha d'ar PPSh-41 zo bet skoet gant Kevredad Rusia adalek 2019[5].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 (fr) LONASSAC, Le pistolet-mitrailleur PPSh-41, Cibles n°468, miz Even 2024, pp. 64-69
- ↑ (en) Hervez pajenn an arm war lec'hienn ar Royal Museums Greenwich, (lennet d'an 31/01/2024)
- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p.216
- ↑ (en) Shpagin PPSh, IMFDB (lennet d'an 23/11/2025)
- ↑ (en) Weapons Designer Georgy Shpagin, Bank of Russia (lennet d'an 23/11/2025)
| ||||||||||||||||||||||||||