44=Breizh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus 44 bzh)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
44=Breizh
Degemennour(ez) Jonathan Guillaume
Krouidigezh 2007
Sez -
Kazetenn -
{{{option-1}}} {{{valeur-1}}}
Lec'hiennoù internet 44=BZH
Blog 44=BZH
{{{option-3}}} {{{valeur-3}}}
{{{option-4}}} {{{valeur-4}}}
{{{option-5}}} {{{valeur-5}}}
{{{option-6}}} {{{valeur-6}}}
Ideologiezh a-du gant Adunvaniezh Breizh, didu, enepfaskour
Kenvreuriadur da live ar Stad C'hall {{{gall}}}
Kenvreuriadur european {{{european}}}
Kenvreuriadur etrevroadel {{{etrevroadel}}}
Livioù* melen ha gwer
Lec'hienn internet 44=BZH
gwelet ivez

Politikerezh Breizh
Kuzul Rannvroel Breizh
Strolladoù politikel Breizh

44=Breizh a zo ur strollad stourmerien yaouank a Vro-Naoned a fell dezho gounit Adunvaniezh velestradurel Breizh.

Mennout a ra 44=Breizh stourm a-enep d'ar politikerezh heñvelekadur kaset da benn gant ar rannvro Broioù al Liger hag a-enep kement disparzh a sav diwar rannerezh Breizh. Ur pal stummañ hag emstummañ yaouankiz Breizh a zo gantañ, a-benn reiñ dezhi ar binviji rekis da stourm a-enep da rannerezh Breizh.

An doareoù stourm implijet gant 44=Breizh a zouj ouzh penaennoù an anfeulster oberiant hag an disentidigezh sivil.

Didu eo 44=Breizh, p'eo ar stourm evit an Adunvaniezh ur stourm a dremen e-biou d'ar poelloù kenduat. 44=Breizh a zo evelato ur stroll enepfaskour a-grenn.

E garta a zisklêr ivez n'eo ket ar stourm evit Adunvaniezh Breizh un daved drezañ e-unan, hogen ur c'hammed ouzhpenn en un argerzh emdreiñ ensavadurel, politikel, sokial ha sevenadurel mat d'ar pobl Vreizhat.

Aozadurioù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezhioù 1990 e stourm SAB (Stourm Ar Brezhoneg) a-benn gounit divyezhekadur ar panelloù-hent hag ur plas ledanoc'h evit ar brezhoneg er mediaoù.

Ar Front Anti-PDL, aet da Front pour l'Unité de la Bretagne, a stourm betek dibenn ar bloavezhioù 1990 evit Adunvaniezh Breizh hag a-enep da bropaganda ar rannvro Broioù al Liger.

Savet ez eus ivez ur Groupe d'Action pour la Réunification berrbad, bet taget gantañ dafar propaganda ar rannvro Broioù al Liger e Skol-veur Naoned.

Ar SEA (Strollad Emellout evit an Adunvaniezh) a zo hiziv-an-deiz ul luskad digor d'an holl a gas da benn oberoù bastrouilhañ a-du gant Adunvaniezh Breizh.

Ganedigezh ar stroll[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2006 e c'han e spered un toullad studierien a Vro-Naoned pignet da Roazhon evit o studioù ar soñj krouiñ ur framm da stourm evit Adunvaniezh Breizh, broudet m'emaint gant ar stourm a-enep d'ar c'h/KIK.

E 2007 ez eus krouet ar blog http://44breizh.blogspot.com e bal embann keloù ha flemmganoù a-ziwar rannvro ar Broioù al Liger. Embannet ez eus en tu all da 10.000 pegsun a-du gant an Adunvaniezh.

E miz Genver 2007 e embann ar stroll ur video a ziskouez oberoù ar SEA a-enep d'un dastumlec'h kirri-boutin ar Broioù al Liger e Naoned.

E miz Du 2007 ez eus dalc'het prosez enkablidi an Adunvaniezh. Tri emsaver a ya dirak lez-varn Sant-Nazer, tamallet dezho bezañ bastrouilhet ur maen-koun ha plakennoù-straed Olivier Guichard, kentañ prezidant-rannvro ar Broioù al Liger. 44=Breizh a aoz ar skoazell tro-dro d'an tri enkablad, ar pezh a vroud izili nevez da enframmañ ar stroll.

Oberoù-arc'hiñ e 2008[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

http://www.agencebretagnepresse.com/pdfs/13930_2.pdf

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]