William Bradford

Eus Wikipedia

William Bradford a oa un trevadenner, un istorour hag ur skrivagner kristen saoz eus trevadennoù ar Stadoù-Unanet bet ganet e 1590 e rannvro ar Yorkshire e Bro-Saoz ha marvet e 1657 e Plymouth (Massachusetts).

Unan eus stourmerion veur iliz dizalc'herion Bro-Saoz Nevez e voe. Alies e soñj d'an Amerikaned ez eo William Bradford en doa savet hengoun Thanksgiving.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An ti ma voe ganet William Bradford ennañ er Yorkshire.

Bet ganet e 1590 er Yorkshire e teuas da vout deuriet bras e studi ar Bibl adalek 1602. Kerkent ha 1606 e kemeras perzh en un iliz kongregadurel hag a voe anvet an Iliz dizalc'her peogwir e felle dezhi an em zizalc'hañ eus Iliz Bro-Saoz. Dilojañ a reas e Amsterdam e 1609 hag e Leiden war-lerc'h.

E 1620 e lestras e bourzh ar vag Mayflower, hag en em staliañ a reas e Bro-Saoz Nevez en Amerika. E wreg Dorothy Bradford a varvas nebeut amzer war-lerc'h.

William Bradford a voe e penn trevadenn Plymouth adalek 1621 betek e varv.

Kealioù ha stil[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Signing the Mayflower Compact 1620, ul livadenn gant Jean Leon Gerome Ferris, 1899

E History of the Plymouth Plantation ("Istor trevadenn Plymouth" e saozneg) a zezrevell an doare ma kuitaas protestanted saoz 'zo an Izelvroioù evit en em staliañ e Saoz-Nevez dre veaj ar Mayflower, kement hag o doare da zizoleiñ ha da vevañ e pezh a zeuas da vout Stad ar Massachusetts. Feiz ar Birc'hirined ("Pilgrim Fathers") zo diskouezet evel un doare da enebiñ ouzh kleñvedoù ha poanioù ar bed nevez el levr-se.

En e skridoù e weler ar geal e vije eus trevadennerion gentañ Amerika tud mennet da vevañ hervez un tonkad kumun (pezh a ra ur "manifest destiny" anezhañ), tud dilennet gant Doue evit ren ar bed a-bezh evel ur skouer a frankiz hag a relijiusted. Dre ma tostaas distruj trevadenn Plymouth e teuas doare Bradford da vout tristoc'h e stil en e skridoù pa arveste ouzh koll ar pennaennoù relijiel a oa e diazez buhez an drevadennerion gentañ.

E levr History of the Plymouth Plantation a skrivaas evel un deizlevr etre 1630 ha 1651.