Wikipedia:Tagadennoù personel

Eus Wikipedia

Politikerezh ofisiel


Degemeret eo bet ar bajenn-mañ evel unan eus politikerezhioù ofisiel ar Wikipedia brezhonek. Asantet eo en un doare ledan gant kenlabourerien ar raktres, hag ez eo ur reolenn a rankfe bezañ heuliet gant holl implijerien ar raktres. Trugarez deoc'h eta da chom hep embann ar bajenn-mañ hep bezañ gwiriekaet en a-raok e touj ho kemmoù d'ur c'henemglev ledan. Ma n'oc'h ket sur, lakait ho soñjoù kentoc'h war ar bajenn gaozeal da gentañ.



Pennaennoù ha politikerezhioù diazez


Tennañ a ra ar pennad-mañ da bennaennoù diazez ar Wikipedia.
Mat eo d'an holl implijerion/ezed o anaout, o c'hompren ha doujañ dezho.



Tagadennoù personel


Digoradur

Arabat tagañ an implijerion/ezed all e mod ebet hag e lec'h ebet war ar Wikipedia

Evezhiadennoù a c'heller skrivañ diwar-benn ar pezh a vez graet gant an implijerion/ezed all, met ret eo chom hep o zagañ en un doare personel ha sevel arguzennoù poellek.

Diorroadur

Ret eo klask chom poellek atav: n'eo ket dav bezañ a-du gant ar pezh a vez skrivet pe graet gant implijerion/ezed all atav ha reizh eo en defe pep hini c'hoant da reiñ da c'hoût e/he sav-poent. Ouzhpenn-se, un dra vat an hini eo klask bezañ kempouez en ur pennad o reiñ pep sav-poent disheñvel evit chom neptu.

Un dra disheñvel-mik eo avat klask lakaat sav-poent un implijer/ez da drec'hiñ war ar re all dre dagañ implijerion/ezed all en un doare personel.

A-wel d'an holl emañ emzalc'h an implijerion/ezed hag a dag tud all: arabat ankounac'haat e c'hell n'eus forzh piv lenn kement tra a vez skrivet war ar Wikipedia, ha n'eo ket nemet war ar pennadoù pennañ evel-just met ivez war ar pajennoù kaozeal.

Arabat ivez tagañ an dud en diverradurioù stag ouzh ar c'hemmoù embannet war ar raktres.

Peurliesañ e vez diverket tagadennoù personel raktal gant an dud taget.

Bez' e c'heller stankañ kont un implijer/ez ma kendalc'h da dagañ implijerion/ezed all.

Pa ya an tagadennoù re bell, da skouer gwallvrud, gourdrouzoù-marv pe gourdrouzoù lezennel, e c'hello bezañ stanket un implijer/ez raktal hep ma vije bet lakaet war evezh.

Skouerioù

Traoù a c'hell bezañ lakaet da dagadennoù personel

Setu un nebeud skouerioù pleustrek evit diskwel petra a c'hello bezañ lakaet da dagadennoù personel:


+ Tamalloù, da skouer "Hemañ-hen 'zo ur roñfl pe "Homañ-hen ne oar ket skrivañ" pe c'hoazh "Mat e vefe dit mont da deskiñ brezhoneg a-raok labourat amañ";


+ Evezhiadennoù personel, da skouer "'T eus ket netra gwelloc'h d'ober?!"


+ Tagadennoù diazezet war ar gwalldiforc'hañ, da skouer tagadennoù diazezet war revelezh an dud (homofobiezh), gouenn/broadelezh an dud (ouennelouriezh), rev an dud (revelouriezh), o c'hredennoù relijiel ha politikel hag all. Ret eo kompren ivez n'o ket trawalc'h bezañ a-enep da gredennoù resis un implijer/ez all evit e dagañ he he zagañ ez-personel war digarez ar c'hredennoù-se;


+ Klask lakaat divrud war an dud, da skouer lakaat kredennoù pe ideologiezh un implijer/ez all da dalvezout evit klask bezañ trec'h war o arguzennoù;


+ Kunujennoù, da skouer gerioù gros ("kaoc'haat", "moc'haj", "stabez", "null da gac'haat", "droch-spontus"...) ha kunujennoù personel all ("bleup", "morjin", "penn-boulc'h"...);


+ Gourdrouzoù lezennel, da skouer "'An da gas ac'hanout dirak al lêz-varn"


+ Gourdrouzoù feulster, da skouer "Da lazhañ a rin" pe "Goût a ra piv out ha mont a ran d'ober da stal dit";


+ Goudrouzoù vandalerezh, da skouer "Stabezet 'vo da bajenn bersonel";


+ Goudrouzoù all, da skouer "Goût a ran piv out ha mont a rin da lâret d'az tud/d'ar polis/da'z implijer/d'az mignoned out pich-kaoc'h/yuzev/komunour/ezel eus ar gevredigezh-mañ'r-gevredigezh". Stanket raktal e vo implijerion/ezed bet lañset gante seurt tagadennoù hep rankout o lakaat war evezh a-raok hag evit prantadoù hir pe hiroc'h. Ur wezh stanket un implijer/ez evit an abeg-mañ e ranko ar merour e gemenn diouzhtu d'ar C'huzul Tredeogiezh ha da Jimbo Wales o tisplegañ an darvoud hag e abegoù;


+ Liammoù diavaez, da skouer enbarzhiañ liammoù diavaez evit tagañ un implijer/ez all.

Traoù ha n'eus ket d'ober tagadennoù personel anezho

Unan eus diazezoù mont-en-dro ar Wikipedia eo ar c'haozeal hag an eskemm-mennozhioù. Un dra vat eo kaozeal bewech ma weler un dra a c'hellfe bezañ gwellaet pe reizhet, met ret eo hen ober atav en un doare seven hag o toujañ d'ar bennaenn niverenn 2.
Neuze, pa saver a-enep da arguzennoù, pe da zoare-ober, pe da skrid un implijer/ez all, e ranker displegañ ar rag hag ar perag en ur chom hep lakaat an evezhiadennoù da vezañ personel. Bez' e c'heller arguzenniñ ha dont a-benn da ziskoulmañ kudennoù pe d'en em glevout pa vez savpoentoù disheñvel hep mont war hent an tagadennoù nag ar c'hunujennoù.

Diouzh an tu all avat eo arabat treuzkompren evezhiadennoù ha ne oa ket bet o fal tagañ an dud.

Setu un nebeud skouerioù pleustrek evit diskwel petra na dle ket bezañ lakaet da dagadennoù personel:


+ Dizemglevioù o tennañ da danvez ur pennad, da skouer "N'eo ket gwir ar pezh 'teus skrivet diwar-benn X" pe "N'eo ket neptu ar pezh 'teus skrivet diwar-benn X - ur sav-poent eo ha n'eo ket ur fed" (ret arguzenniñ pelloc'h evel-just);


+ Vandalerezh: n'eo ket peogwir ez eus bet lâret gant un implijer/ez bennak e oa "vandalerezh" ar pezh a oa bet graet gant un implijer/ez all eo e ranker kompren evel un tamall hag un tagadenn bersonel, nemet mar deo sklaer ne oa ket vandalerezh. (Gwelit ivez: Wikipedia:Vandalerezh)

E lec'h tagañ implijerion/ezed all

Setu un nebeud kinnigoù a c'heller lakaat e pleustr e lec'h mont da dagañ implijerion/ezed all en un doare personel:


+ Kaozeal: kaozeal en un doare sioul ha seven diwar-benn ar fedoù hag ar sav-poentoù disheñvel o klask dont a-benn da dizhout un emglev. Chom war dachenn ar fedoù hag an arguzennoù kentoc'h vit mont war hent an evezhiadennoù personel. Ne ranker ket dont a-benn da sevel a-du gant an holl implijerion/ezed all atav, met bez e c'heller bezañ a-enep d'o arguzennoù ha d'o sav-poent hep o zagañ ez-personel;


+ Arguzennoù ad hominem: arabat lâret eo faoz arguzenniñ hini-pe-hini nemet peogiwr eo bet skrivet gante-i, da skouer "N'hall ket bezañ gwir ar pezh a skriv x peogwir eo komunour/faskour/anarkour/gall...";


+ Lec'hiou-kaozeal prevezoc'h: implijout doareoù all da genderc'hel gant un tabut p'emañ en arvar da dont da vezañ re bersonel, da skouer dre bostell. Ur forom foran eo ar wikipedia ha ne vez ket plijet an holl o welet an dud oc'h en em zagañ didruez a-hed ar wezh hag a-wel d'an holl pa fell dezhe kenderc'hel gant o zammig labour-i;


+ Diskoulmañ tabutoù: lenn an argerzhadur evit diskoulmañ tabutoù

Petra ober pa vezer taget

+ Goulenn chom a-sav: Ma'c'h out taget ez-personel, an dra gentañ a ranki ober eo goulenn ouzh an implijer/ez all chom a-sav d'az tagañ ha kinngi dezhañ/i dont amañ da lenn ar politikerezh-mañ;


+ Mont pelloc'h: ma kendalc'h d'az tagañ e c'helli heuliañ an argerzhadur evit diskoulmañ tabutoù da-unan ha/pe mont e darempred gant unan eus ar verourion evit goulen e ali;


+ Diverkañ: tu zo ivez da diverkañ an tagadennoù en ur diwall da chom hep treuzkompren evezhiadennoù ha n'int ket tagadennoù e gwirionez. Ma vez diverket evezhiadennoù a-seurt-se ganit re alies war digarez ez eus tagadennoù anezhe e c'hell bezañ peowir out re gizidik ha ret e vefe en em c'houlenn hag-eñ ez eus tagadennoù anezhe e gwirionez. Diouzh un tu all avat e c'hell bezañ un dra vat leuskel an tagadennoù evit ma vefont gwelet gant an implijerion/ezed all, dezhe da c'hoût peseurt doare den eo an hini a ya da dagañ implijerion/ezed all ez-personel;


+ Stankañ: pa ya re bell an traoù e c'hell bezañ stanket un implijer/ez bet taget tud all gantañ. Pa vez mallus, kae e darempred diouzhtu gant unan eus ar verourion evit goulenn o ali digante. (Gwelit ivez: Politikerezh stankañ - da vezañ savet).

Spered ar gumuniezh

Kiriegezh pep implijer/ez an hini eo kas war-raok ur spered-kumuniezh pozitivel war ar Wikipedia. Distrujañ ar spered-se a ra pep tagadenn bersonel, ne vern piv a vez taget hag o emzalc'h kent war ar raktres-mañ pe e lec'h all.

Tagadennoù er-maez eus ar Wikipedia

N'hall Wikipedia ober netra evel-just pa vez taget perzhidi ar reaktres gant implijerion/ezed e lec'h all, met pa vezont kaset da benn a-wel d'an holl war foromoù foran all e lakaont divrud war chouk ar re hag a dag ar re all ha trenkoc'h e c'hell dont da vezañ an aergelc'h war ar Wikipedia-mañ ha diaezetoc'h dont a-benn da diskoulmañ tabutoù diabarzh.

N'haller ket bezañ kastizet war-eeun abalamour da dagadennoù bet graet e-kever implijerion/ezed all er-maez eus ar Wikipedia met gallout a rafont bezañ implijet evel prouennoù mar vez ezhomm diswel en em dalc'h un implijer/ez en un daore noazus evit ar raktres e mod all, da skouer m vez kaset an afer dirak ur c'huzul tredeogiñ.

Gwelit ivez


Liammoù diavaez