Wikipedia:Pemp politikerezh diazez

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask


Nuvola apps korganizer.svg

Pennaennoù ha politikerezhioù diazez


Tennañ a ra ar pennad-mañ da bennaennoù diazez ar Wikipedia.
Mat eo d'an holl implijerion/ezed o anaout, o c'hompren ha doujañ dezho.


Ar pemp politikerezh diazez


Digoradur[kemmañ]

Isrannet e c'hell bezañ ar politikerezhioù evel-hen dre vras:

Next.svg Emzalc'h: Labourat atav en un doare ma c'hello an holl implijerion/ezed labourat en un aergelc'h plijus
 
Next.svg Dalc'hadoù, danvezioù-skrid ha stil: Sklaeraat peseurt danvezioù a vo degemeret mat war ar wikipedia (ha pere ne vint ket), sklaeraat reolennoù envel, rummata, perzhioù-mat, h.a.
 
Next.svg Galloudoù-evezhiañ ispisial : resisaat peseurt galloudoù ispisial o do an implijerion/ezed aotreet evit lakaat da dalvezout ar politikerzhioù, pennaennoù, divizoù a-strol, h.a.
 
Next.svg Diverkañ: sklaeraat e peseurt degouezhioù e rank bezañ diverket pennadoù pe rummadoù resis
 
Next.svg Difraeoù lezennel ha gwirioù-aozer/ez: resisaat peseurt danvezioù n'hall ket bezañ implijet evit abegoù lezennel ha penaos ober war o zro

Diorroadur[kemmañ]

Setu roll eeunaet ar politikerezhioù/erbedennoù fetis diorroet diwar ar pemp politikerezh diazez-mañ:


+ Onestiz Keit ha ma ne vo ket bet dizkouezet ar c'hontrol e rank pep hini krediñ ec'h eo onest an holl implijerion/ez all hag a fell dezhe labourat evit mad ar raktres.


+ Robotoù Degemeret mat e vez goulevioù hag a adalvez da vremanaat pajennoù ez-automatel met kinniget e rankont bezañ da gentañ a-raok o lakaat e pleustr ha rankout a ra an dud ma oant bet krouet ganti diwall ra ne rafont tamm droug ebet ur wezh bet lañset war ar raktres.


+ Sevended Diaezet e teu da vezañ labourat gant tud diseven. Klask lakaat tud all da chom hep bezañ diseven ha dreist-holl klask bezañ seven atav da-unan. Klask sikour digant ar verourion pa sav kudennoù.


+ Politikerezh embann Klask gwellaat da bajennoù ha pajennoù bet savet gant tud all hep aon da leuskel anezhe disi. Klask chom hep diverkañ danvezioù er pennad-mañ'r-pennad seul wezh ma c'hallez.


+ Treiñ kein d'an holl reolennoù Bez' e c'heller treiñ kein da bep reolenn, politikerezh, erbedenn h.a. (estreget ar pemp pennreolenn) ma viront ouzh an implijerion/ezed gwellaat ar raktres hag e gas war-raok.


+ Gourdrouzoù lezennel Ret eo klask dont a-benn da dizhout un emglev evit diskoulmañ kudennoù kentoc'h evit gourdrouzoù lezennel. Ret eo mont e darempred gant ur merour diouzhtu mar kav deoc'h eo bet duet da vrud (gwallvrudañ) pe gwallet gwirioù-aozer/ez.


+ Tagadennoù personel Arabat tagañ tud ez-personel e mod ebet. Ret eo ober an diforc'h etre kritikañ ar pezh a vez skrivet gant an dud er pennadoù bet savet pe kemmet gante ha tagañ an dud o-unan.


+ Piv 'zo perc'henn war ar pennadoù Pa vez labouret war ar raktres-mañ e talvez bezañ a-du leuskel tud all da dont da gemmañ al labour bet savet ganit. O gwir an hini eo kemmañ pennadoù bet boulc'het ganit ha da wir an hini eo ivez gallout kemmañ o re.


+ Margodenniñ Arabat implijout meur a gont evit lakaat an implijerion/ezed all da grediñ e sav muioc'h a dud a-du pe a-enep d'ur sujed bennak, nag evit lakaat an dud da grediñ out implijerion/ezed disheñvel evit kas da-benn palioù resis pe evit ober troioù-kamm nag evit mont e-bioù d'ur gont-implijer/ez stanket. Arabat ivez pediñ ouzh da gamaladed/ezed krouiñ kontoù a-ratozh-kaer evit sevel a-du ganit pe evit difenn ur sav-poent reis bennak.


+ Reolenn an tri embann renk-ouzh-renk Arabat kemmañ-adkemmañ an hevelep pennad (en e bezh pe tammoù anezhañ) ouzhpenn teir gwezh renk-ouzh-renk dindan 24 eurvezh, a-hendall e c'hellfe bezañ stanket da gont gant unan eus ar verourion, dreist-holl pa vez un tabut diwar-benn ar pennad-se. Kae war ar bajenn gaozeal evit reiñ da soñj ha klask tizhout un emglev kentoc'h evit stagañ gant ur brezel-embann.


+ Vandalerezh Vandalerezh eo ouzhpennañ, kemmañ ha/pe diverkañ danvezioù -ratozh -kaer evit lakaat ar raktres da vont a-dreuz, da skouer goullonderiñ pennadoù en o fezh hep displegañ perak, ouzhpennañ bruderezh, sevel pennadoù didalvoud, sevel pennadoù e yezhoù all estreget ar brezhoneg... Skarzhet e vo seurt pennadoù diouzhtu ha stanket an implijer/ez kiriek dezhe.


+ Enklaskoù dibar Ne ranker ket implijour pennadoù ar wikipedia evit brudañ ha/pe dielfennañ damkaniezhioù, titour, arguzennoù ha kealoù diembann. Mat eo neuze disklêriañ o mammennoù.


+ Neptuegezh Ret eo klask sevel pennadoù neptu atav, da lâret eo klask bezañ kempouez hep reiñ muic'h a bouez d'ur sav-poent evit d'ur sav-poent all, dresit-holl pa sav tabut diwar-benn ur pennad resis. (Gwelit ivez: Wikipedia:Kumuniezh/Chom neptu)


+ Divizoù envel Ret eo diwall mat pa vezer o teskrivañ buhez an dud, dresit-holl tud vev. Ret e vo bezañ skarzhet diouzhtu danvez negativel hep diazez ebet pa sell ouzh tud vev, ken diwar ar pennad pennañ ha war ar bajenn-gaozeal.


+ N'eo ket wikipedia ur geriadur Displeget dre an hir er pennad pennañ-mañ (gra klik war al liamm a-us)


+ Diverkañ


+ Didiverkañ Pep merour/ez a c'hell didiverkañ pennadoù. Bez' e c'hell an holl implijerion/ezed all mont e darempred gant ur merour pe ur verourez ha goulenn digante didiverakañ ur pennad, met ret e vo reiñ abegoù resis da gentañ ha goulenn ali an implijerion/ezed all, dreist-holl pa sav tabut diwar-benn ar pennad-se.


+ Politikerezhioù evezhiañ