Homofobiezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Stop bad orthography.png Tabut war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer. Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin..


Ur gevredigezh a stourm a-enep d'an homofobiezh e Frañs eo "SOS homophobie"

An termen homofobiezh savet diwar homo- "heñvel" ha fobiezh (gresianeg: Φοβος; "aon") a vez implijet evit deskrivañ kasoni pe dispriz davet an heñvelrevelezh pe an dud heñvelrevel. Un termen ideologel an hini eo, liammet ouzh an arallrevreoladouriezh.

Krouet e oa bet an nevezc'her-mañ gant ar psikologour George Weinberg hag implijet evit ar wezh kentañ dre skrid e saozneg e "Time Magazine" e 1969,

Ret eo anzav eo bet savet fall ar ger-mañ hag a talvezfe kement hag "aon rak traoù heñvel an eil re diouzh ar re all" hervez e etimologiezh diouzh un tu ha dreist-holl n’eo ket dereat an termen-mañ evit ober dave d’an treuzveno sokial ha/pe hiniennel a-enep d’an heñvelrevelezh diouzh an tu all rak n’eo ket e gwirionez ur c’hleñved-spered evel ar fobiezhioù all, met kentoc’h un ideologiezh. Abalamour da se e oa bet krouet an termen arallrevouriezh hervez patrom termenoù all evel "gouennouriezh" evit lakaat war-wel en un doare–splann e tenn d’ar c’hredennoù ideologel ha sokial.

War al live hinienel e komzer eus homofobiezh diabarzh (pe homofobiez ego-distonek) pa nac'h hini pe hini anaout o heñvelrevelezh. Herevz tud zo, en o zouez Sigmund Freud ez eo an darn vrasañ eus an dud homofobel tud heñvelrevel o-unan ha ne deu ket a-benn d'hen anaout ha neuze o devez kas oute o-unan hag ivez a-enep d'an dud all hag a zo (pe a seblant bezañ) heñvelrevel.

E broioù zo ez eus lezennoù resis a-enep d'an homofobiezh, e broioù all avat ez eo an homofobiezh unan eus kredennoù ideologel pennañ hag enne e vez lakaet an heñvelerezh da dorfed.

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Lgbt fiñv.gif Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.