Wikipedia:Vandalerezh

Eus Wikipedia

Setu amañ da-heul un nebeud skouerioù vandalerezh bet gwelet e Wikipedia ha na vint ket degemeret.
Gallout a ra ar verourien stankañ kont pe chomlec'h IP an implijerien a vefe kablus a vandalerezh.

Adenvel pennadoù gant mennozhioù drouk
Adenvel ur pennad dezhañ un anv azas gant un anv nevez diskiant ; da skouer : lakaat ur ger gros e-lec'h unan all, ha kement zo.
Bot vandal
Skript pe « robot » a ra vandalerezh en ur bern pennadoù, dre spam, dre bruderezh pe dre wennañ pajennoù.
Gwennerezh
Gwennañ ur pennad hep displegañ netra e pajenn kaozeadenn ar pennad pe e displegadenn ar c'hemm.
Spam
Lakaat liammoù diavaez ouzhpenn n'o deus liamm ebet gant danvez ar pennad, evit ober bruderezh.
Vandalerezh dre zindan
Diaesoc'h da welet, ar stumm vandalerezh-se, implijet a-wezhioù da ziskouez gwanderioù Wikipedia, zo anezhañ silañ traoù faos en ur pennad, pe skrivañ en ur pennad traoù diskiant a seblant sirius.
Vandalerezh droch
Lezel kemmennoù hiniennel pe sotonioù en ur pennad, skrivañ bourdoù pe traoù hep penn na lost en ur pennad.
Vandalerezh grafek
Enkargañ e Wikipedia skeudennoù gros, kemennoù politikel, sevel GIFoù droukrañsus, ha kement a zo.
Vandalerezh taer
Ouzhpennañ pe gemmañ ul lodenn eus ur bajenn implijjer, pe ar bajennad a-bezh, gant kunujennoù, traoù gros, falstamalloù, goaperezh ha kement a zo.