Kaozeadenn Wikipedia:Tagadennoù personel

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Peurvuiañ e vez stanket dorioù, prenestroù, toulloù, traoù. Din-me "stankañ un den" n'eo ket brezhoneg, nemet ... e vefe stanket e doulloù dezhañ. Ne gredan ket eo eus se e fell d'hon merour kaozeal. Troiennoù all zo e brezhoneg. Bianchi-Bihan 1 Kzu 2006 da 17:53 (UTC) Droch ha stlabez n'int ket gerioù gros. E brezhoneg bepred. Arabat lavarout n'eus forzh petra. Bianchi-Bihan 1 Kzu 2006 da 18:28 (UTC)[respont]

Respont:

  1. Stanket e vez an nor d'ar wikipedia ouzh un implijer/ez - da lârete o ne vo ket lesket da dont tre;
Serret e vez dor ar w. ouzh unan bennak.Bianchi-Bihan 1 Kzu 2006 da 20:39 (UTC)[respont]
Aet on da geñveriañ bremañ dre implijout ma c'hont ganti gwirioù merañ ha ma hini hepte ha "stankañ" eo an termen bet implijet abaoe ar penn-kentañ gant ar patromoù mont-en-dro diazez bet troet gant Fulup Jakez. Bez e c'hellan bezañ a-du ganit pe get, ne vern - evel-se emañ an traoù. Komprenet e vez petre e talv ar ger n'esu forzh pnaos d'am soñj, roet dezhañ ur ster teknikel amañ. A-galon--Neal 1 Kzu 2006 da 20:53 (UTC)[respont]
N'eo ket e-barzh "stankañ" e kavan abeg, met en implij anezhañ.
Implijet fall eo, na posubl e vije implijet evel-se amañ: ur fazi kozh, e-lec'h bezañ ur fazi nevez. Poent gwellaat, netra ken.
  1. Gerioù gros int amañ peogwir ne dalvezont nemet evit klask gwallvrudañ un den pe e arguzennoù hep reiñ arguzennoù nevez.

Hervez tud zo n'eo ket "kaoc'haat ar stal" ur ger gros e brezhoneg ivez rak hervez Jules Gros e c'hell bezañ troet "Mettre du désorde" pe me 'oar me. Sklaer eo d'an holl (hogozig d'am soñj ne gas da nep lec'h implijout seurt gerioù evit kaozeal eus un implijer/ez all ha/pe ar pezh a vez skrivet gantañ/i. Pa ne c'hell ket un implijer/ez arguzenneniñ en un doare sioul, seven ha poellek e vefe mat dezhañ/i chom hep skrivañ netra. Ne gas da netra lâret eo "droch" pe "stlabez" ar pezh a zo bet skrivet gant unan bennak, nemet klask lakaat da dalvezout evel ur fed ur sav-poent personel pe a-hendall da lâret n'eo ket gwir, ha neuze e vefe kalz gwelloc'h war un holloueziadur sirius (en un davarn ne lâran ket, ha c'hoazh) skrivañ: "N'on ket a-du ganit" pe "N'eo ket gwir ar pezh ac'h eus skrivet peogiwr... (reiñ abegoù)". --Merour (N) 1 Kzu 2006 da 18:54 (UTC)[respont]

Peogwir eo difennet ar gerioù gros, setu ar pezh am eus kavet: n'eo ket dav treiñ pep tra a gaver en ur yezh all. kavet e vez ur bern koniriajoù war ar wikipediaoù... Neal 6 Ebr 2006 da 13:51 (UTC) Ar gaoter o sarmon d'ar podhouarn.Bianchi-Bihan 2 Kzu 2006 da 04:31 (UTC)[respont]

ha sur out e komprenez penaos ec'h a war-dro ar Wikiepdia? Troet e vo amañ kement tra a denn da bennaennoù diazez ar Wikipedia dre vras hag a dalvez ivez evit an hini brezhonek. Ne gomprenan ket perak e c'hellfe unan bezañ ken chalet gant ar reolenn-mañ (ha n'eo ket bet ijinet ganin, unan eus diazezoù boutin ar raktres eo).

Setu an dave evit ma c'hell an dud dedennet kompren an diforc'h etre a boa bet graet "koniriajoù" outañ hag ar pennad-mañ:

"Brudet eo da vezañ kêr Europa ar muiañ hentet gant an tasmantoù."
Diwar Kaozeal:York

A-hendall ret eo sklaeraat n'eo ket un dagadenn personel ez keñver lâret eo ur "goniri" ar pezh a oa bet skrivet e soazneg gant unan all, daoust hag a anzavan e vije gwelloc'h din lâret e oa ur sav-poent kentoc'h evit ur goniri. Skrivet e oa bet 8 miz zo ivez... klasket am eus gwellaat abaoe ivez.

N'in ket da gaozeal ken diwar-benn an tem-mañ ganit nemet ma vefe evit respont da draoù resis o tennañ d'ar reolenn. --Merour (N) 2 Kzu 2006 da 07:58 (UTC)[respont]

Trugarekadenn[kemmañ ar vammenn]

Ho trugarekaat. Klask a rin derc'hel soñj.Bianchi-Bihan 2 Kzu 2006 da 21:20 (UTC)[respont]

HTML > HTML5[kemmañ ar vammenn]