Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 37 bloaz 2007

Eus Wikipedia

10/09/2007 — 16/09/2007

skrivañ un dra bennak er seizhvet sizhun ha tregont eus 2007 | An davarn | sizhun a-raoksizhun a zeu

Fundraiser 2007 – Buttons and Banners[kemmañ ar vammenn]

We are searching for people who can help to design buttons and banners for the Fundraiser 2007 and of course they will be used also after that period. Also the translation of the texts and people who then work on the graphics to add these texts are needed.

You can find examples for buttons that are ready right now on this page on meta and some more info about the initiative here.

Of course, should you have further questions, please contact us. Thank you!!! – 12 september 2007 Sabine

This is a message posted according to the Village Pump list on meta. Should it go in the wrong place on your wiki, please help by correcting the link on the page on meta.

Tennañ tiredoù lemm[kemmañ ar vammenn]

Pa vez tennet tiredoù diwar ar gerioù er yezhoù all e vez distrujet al liammoù [[1]]. Marteze e vije mat leuskel ar yezhoù all evel m'emaint. Rufus 14 Gwe 2007 da 02:31 (UTC)[respont]

Al liammoù-se ne gasent da bennad ebet c'hoazh. Padal e ve mat dit en em soñjal war kaoz al liammoù etre pennadoù peogwir az teus tennet lod eus ar pennad Stad hag e vez gwelloc'h chom hep ober pa vez ket ezhomm, gwir eo--Kadwalan 15 Gwe 2007 da 13:08 (UTC)[respont]

Respont evel merour: klask sklaeraat an traoù[kemmañ ar vammenn]

Hervez em eus gellet gwelet dre geñveriañ istor ar pajennou liammet kentereze emañ ar gwir gant Kadwalan, da lâret eo e oa bet tennet kuit an tiredoù diouzh pep o anv portugalek (d.s. Ceará > Ceara) pa oa bet brezhonekaet gantañ ar pezh a oa bet chomet e saozneg d'an 11 a viz Gwengolo 2007 (s.o. [2]) keit ha ma oa bet savet ar pennadoù o klotaat gant al lec'hioù se un nebeud devezhioù diwezhatoc'h gant Rufus, d'ar 14 ha d'ar 15 a viz Gwengolo 2007 (s.o. [3]). Dre ma oa bet savet ar pennadoù da c'houde ne oa ket bet tu da derriñ al liammoù davete meneget war pajennoù all.

Merour (Neal) (Kaozeal) 15 Gwe 2007 da 09:57 (UTC) 15 Gwe 2007 da 14:07 (UTC)[respont]

War a seblant e tenne afer al liamm torret d'al liamm etrewiki e-traoñ ar bajenn o kas davet ar wiki e portugaleg: [[pt:Anexo:Lista de municipios do Brasil]] reizhet > [[pt:Anexo:Lista de municípios do Brasil]] Neal (Kaozeal) 15 Gwe 2007 da 18:38 (UTC)[respont]

Skuizhus[kemmañ ar vammenn]

Liammoù ha ne gasent da bennad ebet? Peogwir eo bet tennet an tiredoù lemm gant Kadwalan (perak?) eo torret al liammoù gant ar pennad portugalek, hep kontañ ar re all. Gouzout a ran a-walc'h peogwir emaon o klask adkempenn! Evit diaesaat al labour, ne oa ket gwelloc'h.

Ar re-se ne'm boa ket gwelet. Arabat ankounac'haat lavaret e oan o paouez treiñ ur bajenn penn-da-benn lezet ganit e portugaleg. Graet eo bet ganin diratozh o labourat en un doare emgefreek. Souezhet on o welet an trouz bras graet gant Rufus amañ evit distarajoù e-lec'h reiñ din da c'hoût diardoù, din da renkañ an traoù. Daoust hag un abeg hiniennel e vefe? --Kadwalan 15 Gwe 2007 da 13:08 (UTC)[respont]

Me 'garfe e vije embannet sklaer eo difennet-groñs torriñ liammoù. Ha d'an eil tro, kastiz Rufus 15 Gwe 2007 da 07:43 (UTC)[respont]

Dre ma'z eo liammet sklaer ar gaoz-mañ gant ar pezh oa skrivet diwar ma fenn a-raok ne c'hellan ket 'met pediñ merourien all da lâret o soñj diwar emzal'h Rufus em c'heñver ha da c'houlenn gantañ sioulaat. Ent personel e kav din ez eus doareoù speredekoc'h da labourat ha da renkañ an dizemglevioù, evel an hini zo e-touez pennaennoù ar wiki : kaozeal hag en em glevout. --Kadwalan 15 Gwe 2007 da 13:08 (UTC)[respont]

Diouzh a welan ez eus brezelig etre Rufus hag Kadwalan da c'houzout penaos skrivañ, stad pe Stad. Dre ma n'eo ket bras ar c'hemm ha dre ma ne cheñch ket danvez ar pennad, e kav din e vije mat dezho paouez ur pennad, amzer da dud all reiñ o soñj ha klask kavout un diskoulm a blijo d'an holl (:-)). Evidon-me ne seblant ket din bezañ pouezus, ha war a seblant n'eus nemeto diwar ar pemp den zo bet o labourat war ar pennad-se, o defe ur soñj resis war se (sellit ouzh istor ar pennad http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Stad&action=history). Klaskomp kavout un diskoulm a-stroll, ma c'hellomp...--Llydawr 14 Gwe 2007 da 16:17 (UTC)[respont]

N'eus brezelig ebet eus ma ferzh met tremen a ra Rufus war ma lerc'h evit kemmañ ar reizhadennoù am eus degaset, hep klask kaozeal tamm ebet. Displeget em eus c'hoazh ar rag hag ar perag un tu bennak. War bajenn kaozeadenn Benoni, me 'gred. Kavout a ra din edo a-du ganin. Kit da lenn ar pennad Stad e geriadur an Here pe e geriadurioù all ha 'weloc'h e vez implijet ar bennlizherenn evit ar ger Stad pa dalvez kement hag un aozadur. An doare-se da skrivañ a gaver dija en Notennoù diwar-benn ar Gelted kozh gant Mordiern. Ne ran eta nemet heuliañ ur boaz kozh a-walc'h hag implijet c'hoazh e peurunvan. Skuizhus ha bugel a-walc'h e kavan emzalc'h Rufus, ret eo lâret, rak traoù all am bez d'ober amañ. --Kadwalan 15 Gwe 2007 da 12:52 (UTC)[respont]

D'am soñj eo ret lakaat Stad pa vez kaoz eus an aozadur politikel. Koulskoude eo stad ur ger gant meur a ster dezhañ. Kavout a ran gwelloc'h ober gant riez bewech ma vez ar c'haoz war ur Stad "souverain". Ret eo mirout Stad evit ar Stadoù kevredadel hag ar gerioù kevrennek (deskadurezh-Stad, da skouer). Ya, difennet eo lakaat lizherennoù bras e kreiz ar gerioù hervez ar c'hod tipografez gall, met n'hon eus ket da skrivañ e galleg amañ. ;-) --Ch. Rogel 15 Gwe 2007 da 21:02 (UTC)[respont]

Respont ha kinnig[kemmañ ar vammenn]

Sellet em eus ouzh an Notennoù diwar-benn ar Gelted Kozh, meneget gant Kadwalan. War ar bajenn 145 em eus kavet ar ger skrivet « Stad », gant ul lizherenn vras. Met war ar bajenn 136 em eus gwelet anezhañ skrivet « stad », gant ul lizherenn vihan. Setu m’eo diaes lavarout e vije un dibab sklaer gant an oberenn-se. Ha war ar bajenn 145 ivez em eus gwelet ar gerioù « Impalaeriez » ha « Douar-bras » skrivet gant lizherennoù kentañ bras. Ne gav ket din e c’helljed lavaret e ranker skrivañ an daou c’her-se atav gant lizherennoù-tal bras. Ar pezh a c’hoarvez en degouezhioù-se eo ar pezh a anver e galleg « antonomase inverse » (sellit ouzh http://fr.wikipedia.org/wiki/Usage_des_majuscules_en_fran%C3%A7ais a ro skouerioù Nation, État, Dieu, Homme pe ouzh http://en.wikipedia.org/wiki/Capitalization a ro skouerioù gallek État hag Église). E galleg e vez kavet stank evit ar ger État. N’eo ket heñvel avat er yezhoù all (en:State. ca:Estat...). Hag e brezhoneg neuze ? Mard eo gwir e kaver Stad gant un S bras e geriadur an Here, ha ma’m eus lennet Stad ivez el levr Istor-Geografiezh 6vet embannet gant TES, ne’m eus kavet roud ebet eus an dra-se em levrioù yezhadur. Frañsez Kervella, un den a ouie diouzh reolennoù ar brezhoneg skrivet koulskoude, en deus skrivet « stad » atav gant ul lizherenn vihan en e heuliad pennadoù embannet war al Liamm dindan an titl « Un damsell war istor Stadoù Unanet an Amerik » (er bloavezhioù 1977-1978). Ne vez ket graet heñvel gant an holl eta ! Klasket em eus skouerioù gant Google ivez evit gouzout petra a gaver er skridoù zo bremañ (o kemer ar ger « stadoù », aesoc’h eget « stad » zo ur ger re verr) : ma lakaer a-gostez ar skouerioù gant « Stadoù-Unanet », em eus kavet an hanter gant ul lizherenn vras hag an hanter all gant ul lizherenn vihan. E-touez ar skouerioù gant « stadoù » (gant ul lizherenn vihan) e c’heller menegiñ http://www.udb-bzh.net/article.php3?id_article=57&lang=fr (lec’hienn an UDB), http://perso.orange.fr/rbg/istgeo/6iprgm01.doc (kentelioù istor ha douaroniezh), http://segoubreizh.free.fr/temoignages.htm (danvez ur pennad embannet war ar gazetenn Ya !)... War Wikipedia e vez kavet an daou ivez, e pennadoù embannet a-raok na vije Kadwalan ha Rufus o sevel pennadoù...
Dre ma welan e vez kavet an daou, ha dre ma n’hon eus abeg ebet da heuliañ skouer ar galleg, e kinnigfen a-walc’h, n’eo ket erbediñ skrivañ « Stad » nag erbediñ skrivañ « stad », met lezel an dud d’ober evel ma karont… Kement-se a dalvez evel-just e rankfed doujañ d’an daou zibab ha chom hep degas kemmoù er pennadoù. E pennad ar ger « stad » end-eeun e vefe ret menegiñ e vez kavet an daou. --Llydawr 18 Gwe 2007 da 06:43 (UTC)[respont]


Llydawr ker, trugarez da gemer perzh er gaoz gant arguzennoù resis. Seblantout a ra din avat e kaver Stad gant ur bennlizherenn e geriadur Vallée, e geriadurioù an Here (2 embannadur zo bet), e geriadur ar Glev, er geriadur Broadel savet gant R. Hemon, e geriadur brezhoneg-saozneg R. ar Porzh, e geriadur an armerzh, e geriaoueg enlinenn an Ofis. Seblantout a ra din ez eo a-walc'h evit erbediñ implij ar bennlizherenn.

Kavet em eus ivez :

  • "peder c'holonenn ar Stad" (GWALARN 10 p33)
  • un doare Stad kevredet (SKETLA SEGOBRANI III p.55)
  • ne chomas eus a Stadoù sant Per nemet ur pannik krenn a zouar en-dro da Rom Istor hor Mamm zantel an Iliz. Kerne. Desmoulins. Landerne. 1893..p.231
  • hep kretadur a-berzh ar Stad, tr. « sans garantie du gouvernement , Vallée p 329
  • yezh an embannoù graet gant ar Stad (Notennoù db ar Gelted kozh, p 146)
  • enskrivadurioù a-berz-Stad (Notennoù db ar Gelted kozh, p 145)
  • peder c'holonenn ar Stad, Gwalarn X p 33 (Abeozen)
  • Ar Stad ledenezat (Enez ar vertuz)
  • - N’ez eus nemed ar Stad hag a hallfe ober an dra-ze. Ni n’or-beus ket aotre (Keit ha ma vo esperañs LAGADEG Yann-Vadezour)
  • "Ar Mell Pod Melen ?" a c'houlennis, souezhet. "Morse ne glevis meneg eus un anv ken iskis bet roet da unan bennak eus listri ar Stad gant ar C'hallaoued! Ha n'eo ket eus Melpomène a vennit komz ?"(Kontadennoù Kerne p 92)
  • « O ! ra vehet milliget, pennoù Stadoù », (Kammdro an Ankou, 3-09-1915.- embannadurioù disheñvel zo : « O ! reveet miliget, penneu Stadeu »)
  • - Ret eo deomp sevel gwer an dorioù ha derc'hel hor mouchedoù àr hor fri : nend eus ket a harz. Nag a Vretoned a zo kouezhet amañ, e-kreiz o nerzh, evit difenn ur Stad ha n'en deus graet, a-c'houde kant ha kant vlez 'zo nemet c'hoari an dall d'o bro !, (Kammdro an Ankou, 16-09-1914)


Anv a rez eus disoc'hoù un enklask war Google. A-du e vi ganin moarvat evit lavaret e kaver a bep seurt war ar gwiad e forzh petore yezh hag ez eo arvarus-kenañ gwiriañ reizhskrivadur ur ger war-bouez un enklask gant Google. Kavour a reer a-wezhioù kement a skouerioù skrivet fall hag a skouerioù skrivet mat. Lakaomp e c'hallomp stadañ e vez graet hanter-hanter memes tra. N'eo ket abalamour da se e c'haller ober un dibab eus an doare-se da skrivañ da'm soñj. Pas evit ar pep brasañ eus an dud d'an nebeutañ. Ne soñj ket din o dije bet tro kalz a dud d'en em soñjal war ar c'hraf-se. Skrivañ a reont hep pennlizherenn abalamour ma'z eo un anv divoutin e-giz ma c'hoarvez ivez e galleg gant kalz tud. (menegiñ a ran ar galleg amañ abalamour ma kaver ivez ar ger Stad gant ur bennlizherenn ennañ, ne gemeran ket skouer diwarnañ)

Evit a sell pennadoù Kervella hag ar fed ma kaver hag an Notennoù, ne nac'han ket ez eus bet skrivet hag e vez skrivet c'hoazh mod all gant tud zo. C'hoarvez a ra vat gant ar brezhoneg evel gant ar yezhoù all pa'z int bet kelennet er skolioù d'un niver bras a dud. Diazezet e vez reolennoù pe doujet e vez muioc'h ouzh ar re a oa evit na veze graet a-raok. Ar skridoù n'int ket tra un nebeud lenneien ken, gant o doareoù skrivañ dezhe o-unan a-wezhioù, met hini un niver a dud o deus ezhomm gouzout penaos skrivañ er memes doare. Abalamour da se e soñj din e ranker mont da-heul al levrioù dave a-vremañ a ya o-unan da-heul ur boaz kozh a-walc'h ha pa ne vefe skrivet du war wenn. Kalz a draoù a-hend-all n'int ket skrivet er yezhadurioù. Gortoz a rimp ur Grévisse brezhoneger evit displegañ an traoù-se dimp tout... Setu aze. Skrivañ a ri evel 'teus c'hoant, evel just, met din-me ez eo gwell lakaat ur bennlizherenn. A galon --Kadwalan 21 Gwe 2007 da 08:41 (UTC)[respont]

Yezhadur[kemmañ ar vammenn]

  • Evezhiadenn: Ma c'hall pep hini skrivañ evel ma kar, ne vo ket evel ma karfe Kadwalan e rafent, hag e ranko-eñ paouez da gemm skridoù ar re all diwar e santimant.


  • Yezhadur: Arabat e vije ankouaat sellout un tamm ouzh ar yezhadur, ha n'eo ket ouzh ar skridoù kozh hepken, ma veze skrivet Stad e doare ar galleg, boazioù kozh zo (boazioù hengounel, eme lod) n'eo ket mat derc'hel dezho peogwir int boazioù, ha boazioù fall, ha poell ebet dezho, rak n'eo ket ar boellegezh eo perzh talvoudusañ ar boazioù .
  • Hervez reolenn an anv boutin, ne vez skrivet gant ur bennlizherenn nemet an anvioù boutin implijet evel pa vijent tud, pe doueed, pe traoù sakr, divoaz (divoutin eta):

an Iliz, an Aoter, ar Stad, an Arme, ar Galloud, al Levr (ar Bibl).

Da neuze e kinnigan lakaat ar reolenn da dalvezout, ha n'eo ket hec'h ankouaat e mirdi ar c'hozh traouachoù:

  • skrivet e vo ar Stad pe ar stad hervez a garo an dud
    • koulskoude, evel ma skrive Rogel gant furnez, e vije ret ober ar c'hemm etre ar Stad (lakaomp ar Stad alaman hiriv an deiz) hag ar stadoù ( al lënder) ennañ, ha heñvel gant stadoù unanet Amerika (50 anezhe, hep Irak) ha Stadoù Unanet Amerika (ar stad dizalc'h),
    • tud zo a ra ar c'hemm riez/stad, da neuze n'eus mui a "Stad": ar Riez, hag ar stadoù, ha mat pell zo, ur gaoz all eo, met tost-kar
  • skrivet e vo ur stad, evel-just, evel un iliz, un arme
    • ne vo ket difennet (en anv petra?) skrivañ ur Stad, e degouezhioù zo, evel e-barzh :Azeuliñ a rez ur Stad madelezhus evel un Doue
GraetGraet Benoni (Kaozeadenn) 21 Gwe 2007 da 10:41 (UTC)[respont]

Stumm pennañ an anvioù-lec'h hag an anvioù-tud estren[kemmañ ar vammenn]

Respont ha kinnig[kemmañ ar vammenn]

N'eo ket ar wezh kentañ ma sav kudennoù diwar-benn ar stumm da vezañ lakaet da titl ur pennad pennañ o tennañ d'ul lec'h pe d'un den a estrenvro skrivet en o stumm orin gant al lizherenneg latin.

Mat e vefe d'am soñj dont a-benn da dizhout ur c'henemglev a-stroll war ar c'hraf-mañ da vezañ embannet war-lerc'h evel politikerezh envl ofisiel da vezañ doujet utañ gant an holl.

Setu ma ali evit kregiñ da labourat ha da gaozeal en ur eskemm mennozhioù ha savpoentoù war ar c'hraf-mañ:

  • 1. Betek-hen eo bet graet (hogozik) atav gant stumm orin leun an anvioù-lec'h hag an anvioù tud estren skrivet gant al lizherenneg latin -- estreget ar re gante ur stumm brezhonek hengounel -- evit titl ar pennadoù pennañ ha savet akasoù, bewezh mar bez ezhomm, diwar stumm damheñvel hep tamm sin diakritek ebet evit aesaat ar c'hlaskoù, d.s:
Lec'hioù:
Béal Átha hAmhnais
Málaga
Setúbal
Charleville-Mézières
Saint-Lô
Białystok
Kępno
Gdańsk
Tud:
Béla Bartók
Tunç Amarat
Viktorija Čmilytė
Sarūnas Sulskis
Zivilė Sarakauskienė
Leonardas Abramavičius
László Szabó
Lázaro Bruzón
Luis Ramírez de Lucena
Sándor Takács
Hans Müller
  • Mat e vefe sevel adkasoù bewezh mar bez ezhomm evit aesaat ar c'hlaskoù diwar stummoù all, da skouer stummoù hep sinoù diakritek pe c'hoazh stummoù saoznekaet kêrioù Iwerzhon h.a. Evel-se eo bet graet dre voaz peurliesañ ivez.

A-du e vefen-me ez-personel da kenderc'hel da vont war an hent-mañ.

  • 3. Betek ma ne vo bet tizhet kenemglev ebet war an dachenn-mañ e kinnigan kenderc'hel d'ober kervez ar boazioù kent (kraf 1.) rak evidon-me e talve ur voas hirpad dija evel hemañ koulz hag un damkenemglev ket ha ne vo tizhet kenemglev a-stroll all ebet.

A galon, Merour (Neal) (Kaozeal) 15 Gwe 2007 da 09:57 (UTC)[respont]

Me zo a-du evit lakaat ar stummoù orin (gant sinoù diakritek ma 'z eus anezho) evel titloù, met pas evit ar gêrioù a zo dezho ur stumm hengounel e brezhoneg (Pariz, Londrez, Jeruzalem, Bourdel, Kaero, Vienna, Aljer, Damask, Kergustentin, Kergent, Varsovia, Moskov, Sant-Jakez a Gompostel, Kopenhagen hag un toullad all). Ret e vo bezañ war evezh pa vo skrivet anvioù turkek zo : İzmir gant un i bras hag un poent a-us a zo gwir anv ar gêr. --Ch. Rogel 15 Gwe 2007 da 21:02 (UTC)[respont]

Pajenn gaozeal ispisial nevez gant kinnigoù resis[kemmañ ar vammenn]

Savet am eu ur bajenn arbennik evit kaozeal pelloc'h ha siouloc'h diwar-benn an dachenn-mañ enni krafoù resis a ginnigan evit dont da vezañ ur politikerezh envel ofisiel ma vo tu da dizhout ur c'henemglev a-stroll ledan diwar o fenn: Wikipedia:Kendivizoù reolata/Stumm pennañ anvioù-lec'h hag anvioù tud estren/Kinnig

--Neal (Kaozeal) 16 Gwe 2007 da 10:56 (UTC)[respont]

Kollok war wikipedia[kemmañ ar vammenn]

Setu ul liamm davet ur kollok war wikipedia e Pariz. Marteze e vo lod ac'hanomp dedennet da vont d'ober en un dro, da skouer evit degas da soñj ez eus ur gudenn broadelour gall war ar wikipedia gallek Taol lagad. Benoni (Kaozeadenn) 16 Gwe 2007 da 22:57 (UTC)[respont]