Rio de Janeiro (stad)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Men emañ stad Rio de Janeiro e Brazil

Rio de Janeiro zo unan eus ar seizh stad warn-ugent a zo e Brazil, ha kêr Rio de Janeiro eo a zo kêrbenn dezhi. Emañ war aod ar Meurvor Atlantel er Rannvro Sudeste. 43.696,054 km² zo dezhi ha gant se eo un tamm brasoc'h eget Denmark. Daoust da se eo unan eus stadoù bihanañ Brazil.

Eus annezidi ar stad e vez graet fluminenses, ur ger deuet eus an anv latin flumen, "stêr", tud kêr Rio de Janeiro o vezañ cariocas.