Inizi Pêr ha Paol

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pelec'h emañ Inizi Pêr ha Paol.
Kartenn eus an inizi

Inizi Pêr ha Paol (e portugaleg: Arquipélago de São Pedro e São Paulo) a zo un enezeg er biz da arvor Brazil, anezhi ur 15 enezennig ha karreg e kreiz lodenn gehederel ar Meurvor Atlantel.

War-dro 625 km emaint er biz da Enez Fernando de Noronha, 990 km diouzh kêr Natal e Brazil, 1 630 km er mervent da inizi ar C'hab Glas, ha 1 824 km diouzh enezeg ar Bissagos, er-maez da aod Ginea-Bissau, en Afrika. Perc'hennet int gant Brazil, ha stag ouzh stad Pernambuco.