Amapá
Eus Wikipedia
| Amapá | |
|---|---|
| Perzhioù | |
| Kêr-benn: | Macapá |
| Poblañs
|
|
| Gorread | 142 814.585 km² |
| Gouarner | Camilo Góes Capiberibe |
| Kan ofisiel | |
| Lec'hienn | |
Amapá zo unan eus 27 stad Brazil, e biz ar vro, sko ouzh ar Meurvor Atlantel, stok eo ivez ouzh Gwiana c'hall, a zo un departamant tramor eus Bro-C'hall, hag un tamm bihan ivez ouzh Surinam. Macapá eo ar gêr-benn.
Dont a ra an anv eus ar ger amapaba, e yezh nheengatu, a dalvez kement ha "douar a echu".
Istor [kemmañ]
Skarzhet e voe ar Saozon hag Izelvroiz gant Portugaliz. Bro-C'hall a lavaras bezañ perc'henn d'an douaroù, reizhet e voe an afer gant feur-emglev Utrecht e 1713, a spisae an harzoù etre Gwian ha Brazil.
Hervez tud Brazil ne voe ket doujet d'ar feur-emglev gant ar C'hallaoued.
Liammoù [kemmañ]
- (pt) Lec'hienn ofisiell