Veere

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lec'hiadur Veere
Porzh Veere
Ardamez Veere
Krugell an oadoù (2009)
Meilh De Koe e Veere

Veere (distagañ [1]) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Zeeland en Izelvroioù. 207,09 km² eo gorread kumun Veere (douar : 133,08 km², dour : 74,01 km²). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 22 003 annezad enni. Ar c'hêrioù ha kêriadennoù da-heul a ya d'ober kumun Veere : Aagtekerke, Biggekerke, Domburg, Gapinge, Grijpskerke, Koudekerke, Meliskerke, Oostkapelle, Serooskerke, Veere, Vrouwenpolder, Westkapelle, Zoutelande ha Kamperland.

Kêr Veere[kemmañ]

Tost ouzh Veerse Meer emañ kêr Veere. Roet e voe gwirioù-kêr da Veere e 1355. Etre 1541 ha 1799 e voe implijet Veere da borzh ezporzhiañ hag enporzhiañ gant Rouantelezh Skos. Ur gêr binvidik e voe er XVIIvet hag en XVIIvet kantved a-drugarez d'ar c'henwerzh. D'ar mare-se e oa war-dro 750 ti-annez enni, padal ez eus war-dro 300 anezho hiziv an deiz. D'ar 1añ a viz Genver 2009 e oa 1661 annezad enni.

Iliz Veere gant Jan van der Heyden (1637–1712)

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Flag of the Netherlands.svg Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.