Sluis

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sluis
Lec'hiadur Sluis
Banniel Sluis
Ardamez Sluis
Krugell an oadoù (01/01/2009)

Sluis (distagañ [1]) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Zeeland en Izelvroioù. 307,01 km² eo gorread kumun Sluis (douar : 280,20 km², dour : 26,81 km² ). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 24 102 annezad enni. Krouet eo bet ar gumun d'ar 1 a viz Genver 2007 pa voe kendeuzet Oostburg ha Sluis-Aardenburg. Ar c'hêrioù ha kêriadennoù da-heul a ya d'ober kumun Sluis : Aardenburg, Breskens, Cadzand, Draaibrug, Eede, Groede, Heille, Hoofdplaat, IJzendijke, Nieuwvliet, Oostburg, Retranchement, Schoondijke, Sint Anna ter Muiden, Sint Kruis, Terhofstede, Waterlandkerkje, Zuidzande ha Zwindorp. Ul lestr-treizh a zo da vont eus Breskens daVlissingen. Abaoe m'eo bet digoret riboul Westerschelde e-kichen Terneuzen e 2003 n'eus nemet troadeien ha marc'hhouarnerien a c'hall tapout al lestr-treizh.

Kêr Sluis[kemmañ]

Sint Anna ter Muiden ha Sluis e-tro 1775

Gwirioù-kêr a voe roet da Sluis e 1290. E 1340 e c'hoarvezas Emgann Sluis nepell. 2 324 annezad a oa e kêr Sluis d'ar 1 a viz Genver 2009.

Kuzul-kêr[kemmañ]

E kuzul-kêr kumun Sluis ez eus 19 dileuriad :

  • PvdA : 4 dileuriad
  • Nieuw West : 4 dileuriad
  • Dorpsbelangen & Toerisme : 4 dileuriad
  • CDA : 3 dileuriad
  • VVD : 2 zileuriad
  • Gemeentebelangen : 2 zileuriad

Tud brudet[kemmañ]

Liamm diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Flag of the Netherlands.svg Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.