Goes

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Porzh Goes
Lec'hiadur Goes
Banniel Goes
Ardamez Goes
Ti-kêr Goes
Tour ar skinwel
Ti-gar Goes

Goes (distagañ:[1]) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Zeeland en Izelvroioù. 102,09 km² eo gorread Goes ( douar : 92,84 km², dour : 9,24 km²). D'ar 1añ a viz Genver 2009 e oa 26 966 annezad enni. Un ti-gar a zo e Goes, war linenn hent-houarn Vlissingen – Roosendaal emañ. Ar c'hêrioù ha kêriadennoù da-heul a ya d'ober kumun Goes  : Eindewege, Goes, 's-Heer Arendskerke, 's-Heer Hendrikskinderen, Kattendijke, Kloetinge, Oud-Sabbinge, Wilhelminadorp ha Wolphaartsdijk.

[kemmañ] Istor Goes

Goes a voe savet en Xvet kantved e penn ar stêr de Korte Gos. Buan e kreskas hag en XIIvet kantved e oa ur blasenn ar marc'hallac'h hag un iliz gouestelet d'ar Werc'hez. Gwirioù-kêr a voe roet da Goes e 1405 hag aotreet e voe lakaat sevel mogerioù tro-dro dezhi e 1417. Diazezet e oa berzh Goes war industriezh an danvez hag ar gounid holen. War ziskar ez eas er XVIvet kantved. Ar mor a voe stanket e 1544 hag un tan-gwall a zistrujas lodenn vrasañ Goes. E 1577 e voe skarzhet ar soudarded spagnol a aloube Goes gant ar priñs Maurits Nassau. Ar priñs a lakaas sevel mogerioù-difenn tro-dro da Goes. Er c'hantvedoù da-heul e voe dister perzh Goes, nemet e chomas ul lec'h a-bouez a-fet labour-douar, hag ez eo bepred evel-se hiziv an deiz. An hent-houarn a voe savet e 1868 met ne'z eas ket war-raok ar gêr a-fet greanterezh. E-pad ar Brezel-bed kentañ e voe taolet bombezennoù dre fazi war Goes gant ar Vreizhveuriz : neptu e oa an Izelvroioù er brezel-se. Ne voe ket kement a zistruj e-pad an Eil Brezel-bed, met aloubet e voe Goes gant an Alamaned betek 1944. Er bloavezhioù 1970 ha 1980 e kreskas poblañs Goes ha savet e voe distrigoù nevez evel Goese Meer, Oostmolenpark, Overzuid hag Ouverture. Hiziv an deiz ez eo Goes pevare kêr Zeeland a-fet nerzh ekonomikel.

Distrigoù nevez a zo o vezañ savet, Goese Schans, Mannee hag Aria en o zouez. 3 000 ti nevez a zo raktreset.

[kemmañ] Distrigoù

  • Goes Centrum
  • Goes West
  • Nieuw West
  • Goes Oost
  • Noordhoek
  • Goese Meer
  • Goese Polder
  • Goes Zuid
  • Overzuid
  • Ouverture
  • De Goese Poort
  • De Poel (I, II, III, IV)
  • Klein Frankrijk
  • Marconi
  • Aria (war ziorren)
  • Mannee (war ziorren)
  • Goese Schans (war ziorren)

[kemmañ] Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Flag of the Netherlands.svg Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all