Ulrike Meinhof

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ulrike Meinhof

Ulrike Marie Meinhof (7 a viz Here 1934 en Oldenburg – marvet en noz etre an 8 hag an 9 a viz Mae 1976 e toull-bac'h Stammheim e Stuttgart) a oa ur gazetennerez alaman. E 1970 e teuas da vezañ ezel eus Rote Armee Fraktion, ur strollad a aozas meur a gwalldaol en Alamagn er bloavezhioù 1960–70. Unan eus izili bennañ ar strollad e oa, ober a reer strollad Baader-Meinhof anezhañ ivez. Harzet e voe d'ar 15 a viz Even 1972 goude bezañ bet diskuliet. Kondaonet e voe da 8 vloaz toull-bac'h d'an 29 a viz Du 1974.[1]

He buhez[kemmañ]

Merc'h an istorour Werner Meinhof eo. E 1954 e voe degemeret gant Renate Riemeck goude marv he mamm. Gant Riemeck e veze embannet Frauen gegen Faschismus. Ganti ivez e kemeras perzh Ulrike Meinhof er manifestadegoù a-enep ar bombezennoù nukleel.

E 1955-56 e studias ar brederouriezh, ar bedagogiezh, ar sokiologiezh hag alamaneg e skol-veur Marburg. E 1957 ez eas da studiañ da skol-veur Münster ma kemeras perzh er Sozialistischer Deutscher Studentenbund (Strollad ar studierien sokialour). E 1955 ivez e timeas gant Klaus Rainer Roehl, hag eñ e penn ar gelaouenn Konkret. Evit ar gelaouenn-se e labouras-hi ivez betek 1968. Daou vugel a voe ganet.

Er bloavezhioù 1960 e tostaas muioc'h-mui ouzh an tu-kleiz pellañ, hag e 1968 e voe degemeret evel eus eus Rote Armee Fraktion goude ar gwalldaol c'hwitet a-enep ar sokiologour Rudi Dutschke. D'ar 14 a viz Mae 1970 e kemeras perzh e dieubiñ Andreas Baader. Kemer a reas perzh ivez e meur a walldaol, en o zouez an hini a-enep urzhiataer al lu amerikan a oa implijet da brogrammiñ bombezadegoù Viêt Nam. Mervel a reas e toull-bac'h Stammheim e Stuttgart: en em grouget e oa, evel he c'hamaradez Gudrun Ensslin.

Diwar he fenn[kemmañ]

Bez Ulrike Meinhof e Berlin-Mariendorf

Levrioù[kemmañ]

Filmoù[kemmañ]

  • Ulrike Marie Meinhof, teulfilm gant ARTE, 1994
  • Ulrike Meinhof – Wege in den Terror (Ulrike Meinhof – Paths to Terror), teulfilm gant RBB, 2006
  • So macht Kommunismus Spass (Making Communism Fun), teulfilm produet gant Bettina Röhl (merc'h Ulrike Meinhof), evit chadenn skinwel Der Spiegel, 2006
  • Der Baader Meinhof Komplex (2008)
  • Children of the Revolution (teulfilm, 2010)


Notenn[kemmañ]

  1. http://www.rafinfo.de/bio/m-q/meinhof.php