Tuad an Arme Ruz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Tuad an Arme Ruz (en alamaneg: Rote Armee Fraktion; RAF), anavezet alies gant an dud dre an anv bet roet gant ar c'helaouennoù ar Strollad Baader-Meinhof, a oa anezhañ strollad pe luskad kleizour pennañ oc'h ober gant ar feulster e Alamagn goude an Eil Brezel Bed. Oberiant e oa etre ar bloavezhioù 1970 ha 1998 hag int deuet da vezañ ur gudenn vras evit ar vro en diskar-amzer e 1977 dreist-holl. Lazhet e oa bet meur a den a-bouez gante en un 20 vloaz bennaket.

RAF-Logo.svg

Savet e oa ar strollad er penn kentañ diwar luskadoù ar studierion en Alamagn er bloavezhioù 1960. Pa teuas Mohammed Reza Pahlavi, Shah Iran, da weladenniñ Berlin ar Reter ez-ofisiel d'an 2 a viz Mezheven 1967 e troas al luskad studierion da daol-strap. Da heul ar manifestadegoù en o fenn Iraniz en harlu harpet gant ar studierion alaman ez eas ar Chah d'an opera. Da geñver-se e varvas ur studier alaman, Benno Ohnesorg e anv, pa oe tennet warnañ gant polis Alamagn ar Reter.

Abalamour da se hag ivez d'ar stourm a-enep d'ar brezel e Viêt Nam ec'h en em gavas Thorwald Proll, Horst Söhnlein, Gudrun Ensslin hag Andreas Baader evit ar wech kentañ. Divizout o doa graet neuze lakaat an tan e-barzh ur re stalioù bras en Alamagn. Da vare o barnedigezh goude bezañ harzhet e 1968 e savas ar gelaouennerez Ulrike Meinhof un nebeut pennadoù pozitivel diwar o fenn evit ar gazetenn bolitikel Konkret.

Aet e oa Baader hag Ensslin da guzh goude o barnedizgezh, met adtapet e oa bet Baader e miz Ebrel 1970. D'ar 14 a viz Mae 1970 e tec'has kuit diouzh an toull-bac'h dre un taol feulster. Da c'houde ez eas Baader, Ensslin, Mahler ha Meinhof d'ar Reter Kreiz evit tapout un tamm stummadur milourel.

O tont en-dro d'an Alamagn e voe kroget gante ar stourm a-enep d'an impalaerouriezh hag ouzhpenn lakaat an tan e-barzh lec'hioù milourel ar Stadoù Unanet staliet en Alamagn ha komiserdioù e voe laeret en tiez-bank dre feulster evit dastum an arc'hant o deveze ezhomm dioutañ.

D'ar mare-se e voe embannet un diskeriadur bet savet gant Meinhof e-lec'h ma veze implijet evit ar wech kentañ an anv "RAF" (Tuad an Arme Ruz) hag arouez ar steredenn ruz enni ur vindrailherezig. Tapet e oa bet Baader, Ensslin, Meinhof, Holger Meins ha Jan-Carl Raspe e 1972 goude meur a viz a strivoù taer o klask war o lerc'h.

Bac'het e oa bet bep izel eus an Tuad war e-benn e-unan, didroc'het diouzh ar re hag ivez diouzh ar brizonidi all. Kavet e voe an tu gant Ensslin avat da gas lizhiri kenetreze o'ch implijout anvioù faos evit pep hini. Evel-se o doa gaellet kas da benn ur re stourmadoù nac'hañ-debriñ a-unvan. Rediet e oant bet da debriñ bewech, met a-benn ar fin e varvas Meins d'an 9 a viz Du 1974].

War o lerc'h a vat e teuas an eil rummad a stourmerion nevez hep liamm eeun ebet gant ar brizonidi. Gante e oa bet skrapet e 1975 Peter Lorenz, danvez-maer evit Berlin hag ezel eus strollad Unvaniezh Kristen-Demkratel Alamagn (CDU) ha rediet e oa bet ar gouarnamnt da leukskel da vont ar prizioniad Lorenz en eskemm.

Kregiñ a reas ar Proses Stammheim d'ar 21 a viz Mae 1975 evit barn Baader, Ensslin, Meinhof ha Raspe began. Marteze a-walc'h e oa anezhi barnedigezh polemikoc'h e istor an Alamagn, rak Breujoù ar vro (ar Bundestag) en doa cheñchet al lezennoù evit ma ne vefe ket posubl d'un toullad alvokaded reiñ difenn an damallidi o vezañ ma oant bet tamallet int-i d'o zro ivez da vezañ bet implijet evit ma c'hellfe ar brizonidi kenderc'hel da gaout liammoù kenetreze keit ma ma oant en toull.

D'an 9 a viz Mae 1976 e voe kavet Ulrike Meinhof marv en he c'hellig, mouget gant ur servietenn. Hervez an enklask ofisiel he doa en em lazhet, met meur a hini n'hen gred ket.

Kenderc'hel a rae an taolioù-feulster a-hed ar proses ha lazhet e oa bet zoken Prokulor ar Republik Siegfried Buback hag e vlenier gant daou ezel eus ar RAF e 1977.

A-benn ar fin ec'h achuas ar proses d'an 28 a viz Ebrel 1977 goude 192 devezh ha barnet e voe an tri zamalad a chome bev da vezañ bac'het betek fin o buhez goude bezañ disklêriet kablus da veur a veuntr, meur a veuntr c'hwitet ha da vezañ krouet un aozadour sponterezh.

Skrapet ha drouklazhet e oa bet Jürgen Ponto Penn Ti-bank Dresdner e miz Mezheven 1977 dirak e di. Kiriek e oa Brigitte Mohnhaupt, Christian Klar ha Susanne Albrecht, merc'h-bihan Ponto.

Skrapet e voe ivez e miz Gwengolo 1977 Hans-Martin Schleyer, bet un ofiser en SS ha d'ar c'houlz-se Prezidant kevdredigezh Implijerion Alamagn ar C'hornôg. Lazhet e oa bet en un taol tri archer a yae da heul gwetur Schleyer hag e vlenier gant pemp ezel eus ar RAF.

Da heul e voe resevet ul lizher gant ar Gouarnamant o c'houlenn groñs e vefe leusket da vont 11 den a oa en toull, en o zouez ar re bet barnet e Stammheim. Ar c'hañseller, Helmut Schmidt, a divizas chom hep plegañ dezhe hag a klaske gounit amzer evit diskoulmañ an afer. War an taol e oa bet difennet groñs kavout darempred etre an damallidi ha difennet e oa bet dezhe bezañ gweladennet nemet e vefe gant tud ar gouarnamant pe veleien an toull-bac'h.

Padout ouzhpenn miz a rae an afer keit ha ma vefe klasket an dorfedourion gant ar polis. Ha neuze ez eas an traoù kalz war washaat e-kreiz miz Here pa voe skrapet ur c'harr-nij sañset da vont eus Palma de Mallorca da Frankfurt gant ur strollad ennañ pevar arabat. Pa degouezhas ar c'harr-nij e Roma e voe disklêriet gant penn ar skraperion ar memes tra a oa bet goulennet gant ar re o doa bet skrapet Schleyer, ouzhpenn leuskel da vont daou brizoniad palestiniat bac'het e Turkia hag ivez 15 milion a dollaroù.

Gant Bonn voe divizet chom hep kilañ ha kenderc'hel a reas ar c'harr-nij da vont gant e hent betek Oman e lec'h ma voe lazhet ar c'habiten. Loc'hañ a reas ar c'harr-nij adarre war-du Muqdisho, kêrbenn Somalia. D'an 18 a viz Here e voe savateet an dud skrapet a-drugarez d'un arsailhadenn kaset da-benn gant begennoù gwarded an Alamagn, o lazhat tri skraper diwar ar pevar a gemeras perzh en taol.

Daoust da vec'h an arsailhadenn e doa bet hounnezh efedoù grevus-tre evit izili ar RAF a vane c'hoazh en toull, rak goude selaou ar c'heleier ouzh ar skingomz e oa bet kavet marv en e bep e gell Baader, bet tennet warnañ gant ur bistolenn, hag Ensslin, bet mouget. Mervel a reas ivez Raspe en antronoz en ospital. Gloazet e oa bet Irmgard Möller ha leusket e voe da vont kuit eus an toull-bac'h e 1994. Ur wech all e voe disklêriet e oant en em lazhet ar vac'hidi, met diaes eo krediñ pa soñjer pegen dibosupl e vije bet ma vije tapet ur bistolenn e mod pe vod gant Baader.

An deiz war-lerc'h, d'an 19 a viz Here 1977 e tisklêrias skraperion Schleyer e oa bet lazhet gante.

E deroù ar bloavezhioù 1980 e voe krouet liammoù etre izili nevez deuet da RAF hag ar strollad gall Action Directe. Met goude ma voe skarzhet ar gomunouriezh diouzh an ez-Unaniezh Soviedel ne vanas nemet re RAF ken da geñver ar bloavezhioù 1990.

Betek ar blaovezhioù 1990 e kendalc'has RAF da gas da benn taolioù feulster. Da skwer: muntr ar greantour meur, Ernst Zimmermann; an taol bombezenn a-enep da aerborzh milourel ar Stadoù Unanet tost da Frankfurt ha tri den lazhet; marv Karl-Heinz Beckurts lazhet gant ur vombezenn bet lakaet en e garr-tan; marv Gerold von Braunmühl, unan eus kargidi veur Ministr alaman an Aferioù Diavaez, lazhet gant un taol pistolenn.

Tamallet eo bet RAF da vezañ kaset da benn meur a daol all, da skwer muntr Alfred Herrhausen, met n'eo ket diskwelet e oant-i kiriek e gwirionez.

Goude Adunvanidigezh an Alamagn e voe dizoloet e oa bet roet arc'hant ha harp all da RAF gant servijoù kuzh Republik Demokratel Alamagn. Gant Alamagn ar Reter e oa bet kuzhet izili RAF ha neuze e c'hellfent bezañ adkavet ha barnet.

An oberiadenn diwezhañ a-enep da RAF kaset da benn e 1993 a achuas gant harzhadenn Birgit Hogefeld ha marv Wolfgang Grams. Ez-ofisiel en em lazhas Grams, met lod a gred e voe lazhet evit dialañ Rüdiger Newrzella, un archer a varvas en afer-se.

E 1992 e tisklêrias RAF e oa bet divizet gante izelaat live ar feulster o chom hep kas da benn taolioù a-enep d'an dud. Degouezhout a raes an taol diwezhañ e 1993 pa voe tarzhet un toull-bac'h nevez-savet e Weiterstadt.

D'an 20 a viz Ebrel 1998, Reuters a resevas ur belleilenn, 8 pajennad enni, o tisklêrian e oa bet divodet ar strollad da vat.

Izili bennañ[kemmañ]

remziad kentañ[kemmañ]

Restr:Fahndungsplakat2.jpg
Skritell embannet gant polis Almagn e-tro 1972

Eil remziad[kemmañ]

3de remziad[kemmañ]

Liammoù diavaez:[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.