Mariendorf

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Mariendorf e Tempelhof-Schöneberg
Mariendorf

Mariendorf a zo ur c'harter en arondisamant Tempelhof-Schöneberg e Berlin. 9,38 km² eo gorread Mariendorf, e 2009 e oa 48 882 annezad ennañ (stankter : 5 211 annezad/km²).

Lec'hiadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mariendorf a zo lec'hiet etre Tempelhof en norzh ha Marienfelde ha Lichtenrade er su. Er c'hornôg ez eo stok ouzh Lankwitz (Steglitz-Zehlendorf) ha stok ouzh Britz ha Buckow (arondisamant Neukölln) er reter.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meneget e voe evit ar wech kentañ e 1373 gant anv anv Mariendorff ha gwerzhet e voe (asambles gant Tempelhof ha Marienfelde) da Berlin ha Cölln e 1435. E 1800 e oa 162 annezad e Mariendorf. E 1872 e voe krouet Villenkolonie e su Mariendorf hag e 1900 e oa 5 764 annezad. E 1913 e voe digoret an Trabrennbahn hag e 1920 e voe kendeuzet Mariendorf e Berlin. E 1924 e voe krouet Volkspark Mariendorf. Da zibenn an Eil Brezel-bed e voe aloubet Mariendorf gant an Amerikaned. E 1946 e voe krouet ur c'hamp da zegemer tud diblaset en Eisenacher Straße. E-tro 3 250 den a voe degemeret er c'hamp betek 1948. E 1966 e voe savet un ti-gar U-Bahn (linenn U6).

Da welout[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Treuzdougen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a arsav U-Bahn a zo : Ullsteinstraße, Westphalweg hag Alt-Mariendorf, e penn a linenn U6. Tren (S-Bahn, linenn S2) e ti-gar Attilastraße.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.