The Great Silkie of Sule Skerry
The Great Silkie of Sule Skerry, pe The Grey Selkie of Suleskerry, zo ur werz saoznek eus an Inizi Orc'h. Dastumet e voe gant ar Stadunanad Francis James Child (1825-1896) en XIXvet kantved hag embannet dindan an niverenn 113 en e zastumad Child Ballads[1].
Ar werz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur vaouez o vagañ he bugel a glemm dre ma ne oar nag anv an tad nag eus pelec'h e teu. Ur gwaz a sav da lârout dezhi eo eñ an tad, hag ur silkie anezhañ — da lavarout eo un den hegemm, a vez gwaz war an douar, ha silienn er mor, e vev en un enezennig roc'hellek anvet Sule Skerry. Reiñ a ra ur yalc'had aour dezhi, kemer e vab, ha kemenn e timezo d'ur balumetaer a denno warnañ ha war o mab.
Hervez ar ganaouenn e vo tennet gant ur gunner, ur fuzuilher. Skeudennoù eus an amzer a ziskouez peurvuiañ tud o skeiñ ur goaf-bann.
Komzoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
- Ur pempvet poz etrelakaet zo bet klevet ivez :
|
|
Kanerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar c'haner stadunanat Pete Seeger en deus implijet un droididigezh saoznek, I Come and Stand at Every Door, diwar ur varzhoneg turkek gant Nazim Hikmet, d'he c'hanañ war don The Great Silkie[2].
- Ar c'han-se zo bet kanet goude gant al laz The Byrds en o zrede albom, Fifth dimension e 1966.
- Kanet eo bet ivez gant al laz This Mortal Coil.
- Roger McGuinn, hag a sone gant The Byrds, en deus kanet ar werz orin goude en e raktres Folk Den.
- An ton a glever peurliesañ eo an hini bet savet gant Jim Waters en 1954. Child ne oa dedennet nemet gant komzoù ar c'hanaouennoù a zastume. Goude-se e voe kanet gant Waters e tolead Boston en un amzer ma veze "hootnannies" sizhuniek er MIT (a-raok ma voe kroget d'ober pladennoù).
- Jim Butler a ganas ar werz hag he c'helennas da veur a hini, evel da Bonnie Dobson. An ton-se eo a voe kanet gant Joan Baez, hag enrollet a-benn ar fin e 1972
- E 1962, Judy Collins a ganas Great Selchie of Shule Skerry, un doare tost-kenañ d'ar stumm orin, en hec'h albom Golden Apples of the Sun[3].
- Al laz saoz folk rock Trees a gan The Great Silkie en o albom kentañ, The Garden of Jane Delawney.
- E 1972 :
- gant ar Skosad Ray Fisher (1940-2011) a ganas ar werz en hec'h albom The Bonny Birdy.
- He breur Archie Fisher a gan anezhi ivez en Orfeo (1970).
- gant Joan Baez e The Joan Baez Ballad Book;
- gant Tri Yann a ganas un doare gallek anvet Le Dauphin en o albom Tri Yann an Naoned.
- gant ar Skosad Ray Fisher (1940-2011) a ganas ar werz en hec'h albom The Bonny Birdy.
- E 1981, Angelo Branduardi a ganas an ton en e albom Branduardi '81, war droidigezh italianek ur varzhoneg gant ar barzh rus Essenin anvet La cagna.
- E 2013 ez enrollas Silkie gant komzoù nevez en italianeg, diwar-benn an istor orin, en e albom Il Rovo E La Rosa.
- Al laz folk stadunanat Broadside Electric, eus Philadelphia, a ganas un doare eus ar werz e 1996 en o albom More Bad News ....
- Al laz saoz MacCumba, a vesk sonerezh Brazil ha sonerezh keltiek, gant biniawoù ha samba, en deus enrollet e zoare e 1996 en e albom Don't Hold Your Breath.
- E 1998, al laz iwerzhonat Solas a ganas Grey Selchie en e albom The Words That Remain.
- E 1999 e kanas Maddy Prior en hec'h album Ravenchild.
- E 2005, Alasdair Roberts a ganas The Grey Silkie of Sule Skerry en e CD You Need Not Braid Your Hair For Me: I Have Not Come A-Wooing.
- E 2008 e voe kanet gant ar ganerez vreizhat Cécile Corbel en hec'h albom Songbook Vol.2.
- E 2009 e voe enrollet gant Steeleye Span en album Cogs, Wheels and Lovers.
- E 2011 e voe enrollet ivez gant June Tabor en hec'h albom Ashore.
- E 2016 e voe kanet gant Estrange Waters en EP Songs of the Water[4].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Skrid al levr : [1].
- ↑ Kanet gant Pete Seeger : [2]
- ↑ Elektra Records Catalogue No EKS 7222.
- ↑ (en) Songs of the Water