Anv annezidi Stadoù-Unanet Amerika

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Stadunanad)

Plediñ a ra ar pennad-mañ gant an doare da envel annezidi Stadoù-Unanet Amerika.

E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Amerikan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E brezhoneg, evel er yezhoù keltiek all hag en ur bern yezhoù er bed (alamaneg, arabeg, galleg, rusianeg…), e vez graet gant ur stumm kevatal d'ar ger American, an anv a ra annezidi ar vro-se anezho o-unan, da lavarout eo gant Amerikan en unander, hag Amerikaned el liester, dreist-holl.

Anv zo, zoken, eus amerikaneg a-wechoùigoù[1], met saozneg SUA a vez graet peurliesañ eus an American English, evel ma vez laret er yezh-se.

Amerikad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kinniget e oa bet, e 1983[2], lakaat kemm etre Amerikan, a vije bet mat evit SUA, ha Amerikad a vije bet mat evit ar c'hevandir a-bezh[3].

N’eo ket bet heuliet kaer an diforc'hañ-se, marteze abalamour m'eo re dost an eil stumm ouzh egile. Geriadur an Here a laka un tamm kemm etrezo : Amerikad a dalvez evit ar c'hevandir a-bezh ha netra ken, hag Amerikan evit ar c'hevandir a-bezh, hag ouzhpenn, ent-strizh, evit Stadoù-Unanet Amerika[4].

Sklaer eo ne ra ket berzh ar ger Amerikad abaoe 1983, hag e vez implijet ar ger Amerikan en daou ster, evel en holl yezhoù dre vras.

Amerikaned ouzh Stadunaniz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alies koulskoude e vez implijet an termen Amerikaned pa vez c'hoant d'ober anv eus annezidi ar Stadoù Unanet. Graet e vez e-giz-se dre m'eo deuet Stadoù-Unanet Amerika da vezañ ar galloud armerzhel ha politikel brasañ en Amerika hag er bed a-bezh. En em silañ a ra o levezon sevenadurel dre-holl ivez, ha dreist-holl abaoe an Eil Brezel-Bed.
Daoust da se eo re ledan ha re amresis an termen Amerikaned pa vez c'hoant d'ober anv en un doare reizh eus annezidi ar vro-hont. Kalz brasoc'h eget SUA eo Amerika. Kizidik eo annezidi Suamerika dreist-holl war ar poent-mañ. Ganto e vez graet ingal gant an termen « Estadunidense » pe « Estadounidense »[5], ha n'eo ket gant « Americanos » (Amerikaned) evit ober anv eus tud SUA.

Se zo kaoz e vez gwelet, abaoe 2006 dreist-holl, muioc'h-mui a vrezhonegerien oc'h ober gant ar gerioù Stadunanad (ha stadunanat), Stadunaniz. Betek ar ger stadunaneg zo bet savet[6].

E yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En euskareg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Estatubatuar, eo ar ger, eus batua, unvan.

E galleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E galleg eo ar ger Américain an hini degemeret hag erbedet gant servijoù ar Stad[7],[8].

Etasunien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavet e vez a-wechoù ivez États-Unien pe Étasunien, testeniet abaoe 1910[9], met n'eo deuet war-wel da vat nemet er bloavezhioù 1990. Daoust ma vez graet aliesoc'hik gantañ e Kanada eget en Europa n'eo ket ken stank an termen-se, ha gwelet e vez dre vras en daou du d'ar Meurvor Atlantel evel un termen dismegañsus, pe da vihanañ abegus e-keñver Stadoù-Unanet Amerika.

En italianeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gant « statunitense » e vez graet en italianeg, met gant « americano » aliesoc'h.

E portugaleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gant « estadunidense »[18],[19] pe « estado-unidense »[20]

e vez graet e portugaleg Brazil, koulz ha gant « norte-americano », ar pezh a c'hallfe ober dave da annezidi Kanada pe Mec'hiko ivez.

  • Gant « norte-americano » kentoc'h e reer e Portugal.

E spagnoleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An tri ger « norteamericano », « estadounidense » hag «americano»[21], erbedet gant an Akademiezh spagnolek, a vez graet gante, hervez an dud pe an degouezh, met meur a bennad er Wikipedia spagnolek ne reont nemet gant ar ger estadounidense[22], met lavaret e vez bepred fútbol americano da skouer evit mell-droad amerikan.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Geriadur Ménard
  2. Dafar 63 evit ar Geriadur Broadel, Preder, 1963, p. 8.
  3. Da skouer: Geriadur arnevez gallek-brezhonek, Imbourc'h, 1983, p. 8.
  4. Geriadur brezhoneg an Here, 2001, p. 40a
  5. Estadounidense eo ar stumm erbedet e spagnoleg gant ar Real Academia Español[1]
  6. [2] Lec'hienn Sav-Heol, embannet d'ar "16 mai (sic) 2015" da 12:05.
  7. Journal officiel (1994)
  8. Recommandation concernant les noms d'États, d'habitants, de capitales, de sièges diplomatiques ou consulaires (liste établie par le ministère des affaires étrangères et européennes)
  9. *La Revue du mois, volume 10, page 56, 1910. « A la différence des États-Uniens et des Canadiens, les latins du Mexique, du Pérou, du Chili, de l’Argentine et du Brésil ne sont point — ou à peine — affligés du préjugé de couleur; »
  10. La qualité du français à Radio-Canada p. 21, annexe 1 : « L. La direction pourrait, par exemple, prohiber l'utilisation du terme "États-unien" en invoquant le fait que ce terme à une connotation péjorative. » (Daveoù a vank) Amspis : mankout a ra ar bloavezh.
  11. 24 a viz C'hwevrer 2008
  12. [3]
  13. [4]
  14. Da skouer: [5],
  15. [6]
  16. E lec'hienn Quenel+
  17. E lec'hienn.
  18. Dicionário Houaiss.
  19. Dicionário Michaelis
  20. Será correcto dizer estado-unidense em lugar de norte-americano?
  21. Real academia española
  22. Pennad diwar-benn Alamaned ar Stadoù-Unanet: es:Germano-estadounidense; diwar-benn Stadunaniz e Mec'hiko: es:Inmigración estadounidense en México; diwar-benn Stadunaniz er Filipinez es:Inmigración estadounidense en Filipinas; diwar-benn Kengor Olimpek SUA es:Comité Olímpico Estadounidense, ...


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]