Child Ballads

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar skeudenn da-heul The Twa Corbies, gant Arthur Rackham

Ar Child Ballads zo un dastumad 305 gwerz saoznek eus Bro-Saoz ha Bro-Skos, gant o doareoù stadunanat, dastumet gant Francis James Child enXIXvet kantved. Anv al levr a oa The English and Scottish Popular Ballads, embannet etre 1882 ha 1898 gant Houghton Mifflin e dek levrenn da gentañ, adembannet e pemp levrenn goude.

Ar gwerzioù[kemmañ]

Dastumad Child ne oa ket an hini kentañ gant ar seurt danvez, kalzik a oa bet zoken, met an hini brudetañ e oa hini an eskob Thomas Percy, anvet Reliques of Ancient English Poetry e 1765.[1] Ouzhpenn-se e oa dastumadoù all eus broioù all. Kemer skouer a reas Child war labour Svend Grundtvig, a savas Danmarks gamle Folkeviser, ma oa renket ha niverennet ar gwerzioù, kinniget meur a zoare kichen-ha-kichen, da skoazellañ al lenner da gompren an heñvelderioù.[2] Diwar-se e vo kavet meur a gan gant ar memes niverenn dre ma kave da Child ne oant nemet doareoù disheñvel eus ar memes istor, petra bennak ma c'hallont bezañ disheñvel-bras, evel evit "James Hatley". Ha gwerzioù renket dindan niveroù disheñvel a c'hall bezañ enne gwerzennoù heñvel-mik.

Disheñvel eo oad ar gwerzioù ; "Judas" a zo eus an XIIIvet kantved, hag un doare eus "A Gest of Robyn Hode" a voe moulet e dibenn ar XIVvet kantved pe deroù ar XVIvet.[3] An darn vrasañ avat zo eus ar XVIIvet pe XVIIIvet kantved. Darn o deus gwrizioù koshoc'h marteze met nebeut-tre anezho zo bet savet a-raok 1600. Ouzhpenn-se, n'eus ket kalz tonioù a vefe ken kozh hag ar werz en-eeun. Daoust da se ne oa ket bet savet dastumad ebet ken puilh ha hennezh en e raok e saozneg.


Lennadurezh[kemmañ]

  • Child, Francis James. The English and Scottish Popular Ballads, 5 Volumes (Dover Publications, 2003)
  • Bronson, Bertrand Harris. The Traditional Tunes of the Child Ballads, with Their Texts, According to the Extant Records of Great Britain and North America, 4 volumes (Princeton and Berkeley: Princeton University and University of California Presses, 1959, ff.).
  • Bronson, Bertrand Harris. The Singing Tradition of Child's Popular Ballads (Princeton: Princeton University Press, 1976).
  • Marcello Sorce Keller, "Sul castel di mirabel: Life of a Ballad in Oral Tradition and Choral Practice", Ethnomusicology, XXX(1986), no. 3, 449–469.


Liammoù diavaez[kemmañ]


Fazi arroud : <ref> balizennoù zo, met n'eus bet kavet balizenn <references/> ebet