Tesfaye Gebre Kidan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Tesfaye Gebre Kidan (1935? - 2 a viz Even 2004) a oa ur soudard hag ur politikour eus Etiopia, bet prezidant ar vro e 1991.

Ezel e voe eus an Derg hag anvet ministr an Difenn e gouarnamant Mengistu Haile Mariam. Pa dec'has kuit Mengistu e miz Mae 1991 en em gavas Tesfaye Gebre Kidan prezidant Etiopia en etrekarg (21 - 28 a viz Mae). Tec'hel a reas kuit d'e dro ha kavout repu e kannati Italia. Lazhet e voe d'an 2 a viz Even 2004.