Aman Andom

Eus Wikipedia

Aman Mikael Andom (1924 - 17 a viz Du 1974) a oa ur soudard hag ur politikour etiopian eus Eritrea, prezidant kentañ Etiopia goude ma voe roet lamm d'an impalaer Haile Selassie.

Lesanvet e voe Leon an dezerzh goude e drec'hioù war arme Somalia da vare ar brezel etre an div vro (1963-1964). Daoust da se e voe roet e sac'h dezhañ gant an impalaer abalamour m'en doa kaset tagadennoù war tiriad Somalia pa oa bet lâret dezhañ chom hep ober.

E 1974 e voe bac'het an impalaer, kemeret ar galloud gant an Derg ha lakaet Aman Andom da brezidant d'an 12 a viz Gwengolo. Dizemglev a savas buan etre Andom hag izili all an Derg ha lamet e voe e garg digantañ e miz Du 1974. D'ar 17 a viz Du e voe lazhet pa oa argadet e di gant soudarded.