Mengistu Haile Mariam

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Mengistu Bundesarchiv 183-1986-0417-012.JPG

Mengistu Haile Mariam (ganet d'an 21 a viz Mae 1937) zo ur soudard ha politikour etiopian, bet prezidant ar vro etre 1977 ha 1991.

Mengistu a oa e-touez soudarded an Derg hag a zistroadas an impalaer Haile Selassie e 1974.

Pa voe roet lamm d'e renad e 1991 e kavas repu e Zimbabwe. Kondaonet eo bet dre zesfailh d'an toull-bac'h hed e vuhez evit torfedoù a-enep mab-den ha d'ar marv e 2008.