Tafari Benti

Eus Wikipedia

Tafari Benti (1921 - 3 a viz C'hwevrer 1977) a oa ur soudard hag ur politikour etiopian, bet prezidant ar vro.

Benti a oa e-touez izili an Derg hag a lamas ar galloud digant an impalaer Haile Selassie e 1974. Goude marv Aman Andom e voe Mengistu Haile Mariam prezidant en etrekarg e-pad un nebeud devezhioù betek ma voe dibabet Tafari Benti gant an Derg evit bezañ e penn ar Stad d'an 28 a viz Du 1974. Dizemglev a savas etrezañ ha Mengistu ha d'an 3 a viz C'hwevrer 1977 e voe lazhet en un dennadeg aozet gant Mengistu hag e bartizaned e-pad un emvod eus an Derg.