Smilodon populator

Eus Wikipedia
Smilodon populator
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Vertebrata
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Smilodon
Anv skiantel
Smilodon populator
Lund, 1842
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar Smilodon populator a zo un tigr dent sabrenn hag a zo deuet war-wel en Amerika an norzh war-dro ur milion a vloavezhioù 'zo. Aet eo da get 10 000 a vloavezhioù'zo. Kalz brasoc'h eo eget e gendirvi, ar Smilodon fatalis hag ar Smilodon gracilis. Un uhelder a 120 cm en deus hag ag an hevelep ment hag ul leon bras eo. Etre 200 ha 300 kg eo e bouez.

Pa gejas Amerika ar Su gant Amerika an norzh e c'hounezas kigdebrerien an norzh tachennad an evned ramz a oa ar prezherien pennañ er su. Ur c'hevezerezh a zo bet kenetrezo ha da get eo aet an evned. Aloudabeg ar smilondon a gasas da get al leon godellek ivez. Dent sabrenn en doa hemañ ivez hag unan eus ar prezherien brasañ en Amerika ar Su e oa.

Aet eo ar Smilodon populator da get pa'z eo deuet e breizhoù da re brim evit ma ve gouest d'o zapout. Gant felidaeed all, gwevnoc'h ha buanoc'h, e voe kemeret e blas.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]