Tigr dent sabrenn

Eus Wikipedia
Tigr dent sabrenn

Tigr dent sabrenn
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Bronneg
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Iskerentiad : Machairodontinae
Genad : Smilodon
Spesadoù
Pelec'h e veze kavet
Amerika
Prantad
Pleistosen
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


An Tigr dent sabrenn, anvet ivez Smilodon (gresianeg : dant-kontell), a oa ur pezh mell kazhheñvel, an hini brasañ a anavezer, hag a veve gwechall en Amerika, etre 3 milion a vloavezhioù ’zo ha 10 000 bloaz ’zo pe war-dro. Aet eo al loen-se da get bremañ.
Daoust d’e anv pobl ne oa ket un tigr anezhañ.

Ar spesadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavet ez eus bet betek-henn pemp spesad disheñvel :

Doareoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un tigr dent sabrenn en e vent a oa brasoc'hik eget ul leon, met an hanter pounneroc’h e oa (200 kg). Berr e oa e lost, un tamm evel ul liñs, bras e oa e benn ha pavioù kreñv-kreñv en devoa. Pa oa digor-frank e c’heol e tiskenne e garvan eus 95 derez. Pep hini eus e ankdent (dent-lagad) a rae 18 cm pe war-dro.

Skeledenn ur Smilodon californicus

Doareoù bevañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Chaseal a rae megatheriumed, machraucheniaed, kezeg gouez, mastodonted, mammouted yaouank ha bizoned. Moarvat e chaseent evel al leoned a-vremañ. Ar parezed eo a ra al labour, ha ne c’hellont redek nemet war pennadoù berr.
Kavet ez eus bet skeledennoù tigred dent sabrenn bet gloazet-bras met chomet bev. Soñjal a ra d’ar skiantourien neuze e c’hellent bevañ a-familhoù bras ma veze sikouret ar re gwall dapet.
Ne zebrent nemet kig, hag ezhomm o devoa da zebriñ war-dro 8 kg bemdez (evit ar Smilodon populator).

Kazheged all gant dent sabrenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kazheged all gant dent sabrenn a zo bet en istor loened an Douar, en Afrika hag en Eurazia. En Aostralia e oa ivez ul loen a denne dezhañ, met ur godelleg e oa.

Mont da get[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E dibenn ar marevezh skorn diwezhañ ez int aet da get. Moarvat e rae diouer al loened debrerien-geot bras a oa chaseet ganto.

Mojenn an tigr dent sabrenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-douez an holl loened aet da get eo an tigr beg sabrenn unan eus ar re anavezetañ, gant ar mammouted hag an dinosaored. Kavet e vez alies el lennegezh hag er filmoù a denn d’ar ragistor.
Gorak pe Gora a veze graet anezhañ gant Rahan (bannoù-treset).

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • [1] (en alamaneg)
  • [2] (en alamaneg)
  • [3] (e galleg)