Sigrid Undset
Sigrid Undset a oa ur skrivagnerez norvegek, he deus tapet Priz Nobel al lennegezh. Ganet e oa bet d’an 20 a viz Mae 1882, ha marvet e oa d’an 10 a viz Mezheven 1949.
Merc’h e oa d’un Danadez ha d’un Norvegad ha ganet e voe e Kalundborg, e Danmark. He yaouankiz a dremenas dreist-holl e Kristiania (anvet Oslo hiziv). Mervel a reas he zad pa oa yaouank c’hoazh ha start e voe buhez ar familh. E-lec’h mont d’ar skol-veur e rankas Sigrid Undset en em lakaat da labourat da c’hounit he buhez. Buan en em lakaas da skrivañ avat, diwar-benn kudennoù ar merc’hed en hec’h amzer, daoust ma oa pell a vezañ gwregelour. Diwezhatoc’h ivez e savas skridoù war danvezioù istorel. Ur romant e teir levrenn Kristin Lavransdatter, eo hec’h oberenn anavezetañ, a gont ar vuhez e Norvegia er XIVvet kantved, hag evit an oberenn-se eo he doa bet ar Priz Nobel e 1928.
E 1924, pa oa mamm da dri bugel, e teuas Sigrid Undset da vezañ katolik, en ur vro ma oa kreñv ar brotestantiezh da neuze.
E-pad an Eil brezel bed e rankas Sigrid Undset kuitaat Norvegia, aloubet gant an Nazied, ha mont a reas d’ar Stadoù Unanet. Goude ar brezel, e 1945, e teuas en-dro da Norvegia ha tremen a reas ar peurrest eus he buhez e Lillehammer. Mervel a reas eno e 1949.
He skridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Fortællingen om Viga-Ljot og Vigdis, 1909. Ur romantig istorel, en amzer ar Vikinged. (Embannet ivez e galleg gant an titl : Vigdis la farouche. Stock étranger.)
- Jenny, 1911
- Et kvindesynspunkt, 1919
- Kristin Lavransdatter, 1920-22
- Olav Audunssøn, 1925-1927
- Gymnadenia, 1929
- Den brændende busk, 1930
- Madame Dorthea, 1939
Diwar-benn Sigrid Undset
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- e brezhoneg:
- Vefa de Bellaing, Ar beder flac'h roet dezho Priz Nobel al Lennegezh, Al Liamm, niverenn 122, Mae-Mezheven 1967