Gwregelouriezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lid Devezh etrebroadel gwirioù ar maouezed er Bangladesh, diwar intrudu ur sindikad labourerezed (2005)
Devezh etrebroadel gwirioù ar maouezed en Nicaragua (1988)

Ar venelouriezh pe ar wregelouriezh zo un hollad mennozhioù politikel ha sokial savet da zifenn ha da wellaat gwirioù ar merc'hed pe ar maouezed diouzh gwaskerezh ar wazed er gevredigezh. Awenet en deus aozadurioù, dezhe da bal kas da get an dizingalderioù sokial politikel, armerzhel, sevenadurel pe an dizingalderioù war dachenn ar gwir a sko ar merc'hed.

Ar ger gwregelouriezh na gemeras e ster a vremañ nemet e fin an XIXvet kantved, mennozh dieubidigezh ar maouezed avat a gemer e wrizioù e mennozhioù Kantved ar Sklêrijenn. Pal pennañ ar c'hentañ luskad benelour a oa adreizhañ an ensavadurioù, a-benn ma teufe gwazed ha maouezed da vezañ par e-keñver al lezenn : gwir d'an deskadurezh, gwir d'al labour, gwir da verañ o madoù ha gwir mouezhiañ ar maouezed a oa o goulennoù pennañ e-pad ar prantad-se.

Diwanet zo dielfennadurioù sokiologiezh ha prederouriezh liesseurt diwar luskad ar wregelouriezh. An eil luskad gwregelour, kroget e diwezh ar bloavezhioù 1960 pa oa savet Luskad dieubidigezh ar maouezed (MLF, da lâret eo Mouvement de libération des femmes) hag ar Women's Lib, en deus savet meizadoù da rentañ kont eus perzh dibar an darempred mestroni a ren war ar maouezed. D'ar c'houlz-se an hini e oa adtemernet meizad ar batriarkelezh , e oa savet hini ar seksouriezh hag e oa lakaet ar pouez war an dachenn brevez evel lec'h pennañ ma rene mestroni ar wazed : an « hiniennel zo politikel ». Ar goulennoù diwar-benn kontrol o c'horf gant ar maouezed (diforc'h bugale, an hilastaliñ) a oa lakaet er renk kentañ met, gwregelourezed an eil luskad-se a c'halv da gentañ penn da sevel darempredoù sokial nevez etre ar reizhoù. Dindan an anv a drede luskad gwregelour e reer anv eus un hollad goulennoù embannet er bloavezhioù 1990, gant emsaverezed gwregelour deuet eus strolladoù minorel, da-heul ar Black Feminism.


Tud[kemmañ]


Luganoù[kemmañ]

  • Un Den diwar zaou zo ur vaouez.
  • Mab an Den n'emañ ket e-unan, Merc'h an Den zo ivez.
  • Ar soudard dianav zo anavezetoc'h evit e wreg.

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.