Kantved ar Sklêrijenn
Kantved ar Sklêrijenn, pe Kantved ar Sklêrijennadur, pe Mare ar Sklêrijenn pe Oadvezh ar Sklêrijenn, a reer eus an XVIIIvet kantved e kornôg Europa, abalamour d'al luskad speredel en em ledaas eno da neuze. E Bro-C'hall hag e Breizh-Veur e voe diazezet al luskad-se da gentañ gant prederourien evel Descartes pe Denis Diderot. Gant Diderot ha d'Alembert e voe ledet spered ar Sklêrijenn dre an Encyclopédie, un oberenn holloueziadurel savet gant prederourien digor o spered.
E-touez ar mennozhioù pennañ kaset war-raok gant prederourien ar Sklêrijenn e oa ar gredenn er poell, e poellegezh an dud. Evito e oa gouest an holl dud da soñjal ha ne oa ket ret d'an dud krediñ e mennozhioù zo abalamour ma oant brudet gant an Iliz katolik pe ar roue. Fellout a rae dezho sklêrijennañ ar speredoù eta, dre studiañ aozadur ar gevredigezh hep kaout raksoñjoù. E-touez ar mennozhioù all displeget gant prederourien ar Sklêrijenn e oa ar soñj e oa ret doujañ ouzh mennozhioù ar re all hag ar gredenn e vez renet gwelloc'h ar stad pa vez an holl dud o kenlabourat evit he sevel, n'eus forzh petra e vije o dere. Neuze e veze lavaret ganto e tlefed lemel o dreistwirioù digant an noblañs. Dañjerus e oa an holl soñjoù-se evit an dud er galloud eta. Setu perak e tremenas lod eus ar brederourien-se pennadoù amzer en toull-bac'h, pe en harlu.
Gant ar mennozhioù-se e voe awenet an dud a gasas war-raok an Dispac'h gall e 1789 hag ar re a embannas Disklêriadur dishualded Stadoù Unanet Amerika e 1776. E broioù all ivez en em ledas levezon ar Sklêrijenn ha renerien stadoù zo a zegasas kemmoù brazik d'o gouarnamant daoust ma virjont ar galloud evito o-unan. E-touez ar renerien stadoù a c'haller lavaret diwar o fenn e voent sklêrijennet e c'haller menegiñ Katelin Veur e Rusia, Frederig Veur e Prusia ha Gustav III e Sveden.
Mare ar Sklêrijenn a zeuas war e lerc'h kealioù a bouez evel ar frankiz, an demokratelezh, gwirioù mab-den.
Prederourien ar Sklêrijenn[kemmañ]
- Voltaire (1694-1778) (Francois-Marie Arouet)
- Jean-Jacques Rousseau (1712-1778)
- Montesquieu (1689-1755)
- Denis Diderot (1713–1784)
hag ivez
- Immanuel Kant (1724-1804)
- David Hume (1711–1776)
- Thomas Paine (1737–1809)
- Thomas Jefferson (1743-1826)
- Benjamin Franklin (1706-1790)
- Gottfried Leibniz (1646-1716)
- Christian Wolff (1679–1754)
- Adam Smith (1723–1790)