Roudour (lec'hanv)

Eus Wikipedia

Roudour (lec'hanv)


Meur a lec'hanv a vez graet Ar Roudour anezhañ p'eo un elfenn douaroniel stank a-walc'h, sell ouzh Roudour. Ar stumm klasel roudouz a vez dibabet evit penngerioù ar geriadurioù ha meneget evel hini Bro-Leon gant Emil Ernod (Devri) ha pa vez kavet stankoc'h roudour er skridoù hag el lec'hanvioù. En e vuhezskrid, E skeud tour bras Sant-Jermen hag er romant, Ar gêr villiget, e implij Yeun ar Go ar ger rodo evit un dourredenn.

Kavet e vez furmoù all :

  • liester : roudouroù ha roudourioù/roudoulioù
  • lostger bihanaat : roudouzig ha roudouig
  • berraat : roudoù

Lec'hioù annezet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liester
Kenstrollet gant un elfenn all
bihanaat
berraat

Hentanvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Hent Roudouig hag Hent Roudouig Vjhan e Pluguen
  • Hent Roudour e Plouvouskant
  • Hent Traou Roudour e Kerfod
  • Kêrig ar Roudour e Bear
  • Straed ar Roudour e Bear
  • Straed ar Roudouz e Gwiler-Leon
  • Straedoù anvet Ar Roudour e Gwerliskin
  • Straed Park ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez
  • Straed Roudouz ar Bleuñv er Releg-Kerhuon
Liester
  • Bannell ar Roudouroù e Gwengamp
  • Kroashent-tro Roudouan e Plouneour-Traezh (Brignogan-Plouneour-Traezh)

Dourredennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gwazh-dour Roudouz Pont Karvan e Dineol
  • Gwazh-dour Ar Roudour e Kamlez
  • Gwazh-dour Poull Roudour e Kawan
  • Gwazh-dour Roudour e Tremeven-Kemperle

Diseurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Liorzhoù perzhiet Ar Roudour e Lannuon
  • Lodennaoueg Ar Roudour e Gwerliskin
  • Park-kêr Ar Roudour e Lannuon
  • Savadur Roudouz ar Bleuñv er Releg-Kerhuon (Kreizenn etrebroadel studiañ ar yezhoù - ar CIEL)
  • Takad Artizanelezh ha Kenwerzh ar Roudour e Gwerliskin
Liester

Poentoù a laz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Arsav karr-boutin Ar Roudour e Bear
  • Arsav karr-boutin Ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez