Karr-boutin

Eus Wikipedia
Karr-boutin Ouibus Mercedes Tourismo e gar ar c'hirri-boutin Paris-Bercy.

Ar c'harr-boutin zo un c'harbed bras da gas tud azezet klok en o c'hador-vrec'h. Implijet eo evit ar beajoù etre kêrioù, an touristerezh pe ar skolidi, en enep d'ar bus a zo implijet evit linennoù boas ur gêr pe ur veurgêr. Ur c'houlog, ur c'houfr bras, en deus evit lakaat seier ha malizennoù an dreizhidi. E lod eus ar c'hirri-boutin e kaver privezioù, skinwel hag ul lec'h evit lakaat seier a-us ar pennoù. Ar c'hadorioù a c'hall alies bezañ kostezet. Rideozioù o deus ar prenestroù. Lod anezho a c'hall degemer tud e kadorioù-ruilh.

Seurtoù kirri-boutin :

  • ar c'harr-boutin skol
  • ar c'harr-boutin touristerezh bras : gallout a ra heuliañ ul linenn voas pe get
  • ar c'harr-boutin etrekêrioù hag a heuilh linennoù boas. Marc'hadmatoc'h eo eget an tren, met hiroc'h eo ar veaj. Mont a ra eus an eil « gar ar c'hirri-boutin » d'eben.

En Unaniezh Europa eo ret d'ar veajourien lakaat o gouriz-surentez (sturiad 2003/20/CE).

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched an treuzdougerezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an treuzdougerezh.