Plouha

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Plouha
Gwenn ha Du3.png Kumun eus Breizh
Aod Plouha e Brec'heg
Aod Plouha e Brec'heg
Ardamezioù
Bro istorel Bro-Sant-Brieg (Goueloù)
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Sant-Brieg
Kanton Plouha (pennlec'h)
Kod kumun 22222
Kod post 22580
Maer
Amzer gefridi
Éric Duval[1]
2014-2020
Etrekumuniezh KK Lannolon-Plouha
Bro velestradurel Bro Gwengamp
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 4 587 ann. (2011)[2]
Stankter 115 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 41′ Norzh
2° 56′ Kornôg
/ 48.68, -2.93
Uhelderioù kreiz-kêr : 108 m
bihanañ 0 m — brasañ 109 m
Gorread 39,97 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
Plouha
Map commune FR insee code 22222.png

Plouha a zo ur gumun hag ur penn-kanton eus Breizh, e Bro-Oueloù hag e departamant Aodoù-an-Arvor.

An anv[kemmañ]

Etimologiezh (an hini gwirheñvelañ): An anv Plouha a zeufe deus ar gerioù "Plou-" (pleb) hag eus an anv "Aza" pe "Adda" (stum predenek an anv biblek "Adam"). An anv "Plouha" a zo bet implijet abaoe 1575.

An dud a zo anvet: Plouahad / Plouahiz - Plouhaez / Plouhaezed.

Plouha2.gif

Douaroniezh[kemmañ]

"Beg Plouha" eo an tornaod uhelañ e Breizh (104 m uhel) hag evel-just, a-hed an aod ez eus "gwenojennoù maltouterien" evit ober pourmenadennoù plijus (he zornaodoù a zo un tammig heñvel ouzh reoù Bro-Iwerzhon).

  • Meur a draezhenn a zo e Plouha evit neuial, c'hoari pe ober sport: Traezhenn ar Palud, Traezhenn Brec'heg, Traezhenn Bonaparte (a-raok e oa anvet "ouf Cochat"), Ouf Gwin Zegal hag Ouf Porzh Moger.

Istor[kemmañ]

  • Ar wech kentañ a oa bet meneget Plouha a oa e 1198 met ar gumun a oa poblet abaoe pell. Abaoe oadvezh an arem ha goude ivez e-pad oadvezh an houarn (roudoù a oa bet kavet: bouc'haloù ha mein benet).
  • E-pad ar grennamzer (abaoe an XIIvet kantved) e oa renet al lec'h gant Konted Goueloù (gante e oa savet iliz ar bourk d'ar skouer). Etre ar XVvet kantved hag ar XVIIIvet kantved e oa bet renet gant aotrouien Rohan, Guemene, Montbazon...
  • Da vare an "Dispac'h bras a oa bet kreñv ar chouanerezh e Plouha. E miz meurzh 1794 e oa 1 000 chouan bennak o c'hortoz listri eus Bro-Saoz evit kavout tud ouzhpenn hag armoù evit en em gannañ, met ne oa ket deuet a-benn al listri da dostaat da aodañ. A-benn ar fin e oa bet paket ar chouanted gant ar republikaned ha goude an emgann a oa bet strewet.

Diwezhatoc'h, e 1800, e oa bet preizhet tiez ar geodedourien gant ur strollad chouaned hag an dud a oa bet drouklazhet (unan a oa bet douaret ent-bev zoken).

  • E-pad an Eil Brezel-bed o doa aozet ha renet ar «rouedad "Shelburn"» gant daou baotr eus Kebek, Lucien Dumais ha Raymond Labrosse, eus an "MI9" (Servijoù Sekred Breizh-Veur). Ar pal e oa adpakout hag adkas da Vreizh-Veur al levierien diskaret gant an Alamaned a-us Bro C'hall pe Breizh.

E Plouha e oa an ti (anv kod: «Ti Alfoñs») el lec'h ma veze kaset ha bodet al levierien, goude-se e vezent heñchet dre al lanneier gant tud deus Plouha betek oufig Cochat (anv kod: «traezhenn Bonaparte»). Ac'hane e vezent kaset kuit da Vreizh-veur gant ur gorvetenn (ar gorvetenn-se a oa sturiet gant sturiet gant David Leslie Birkin, tad-kozh Jane Birkin).

A-benn ar fin eo 138 levier a oa bet treuzkazet e-giz-se betek Breizh-Veur. Hirie an deiz e c'haller bepred mont war roudoù an dud-se dre gwenojennoù istorel, plijus ha brav.

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ]

Brezhoneg[kemmañ]

Ya d'ar brezhoneg[kemmañ]

Deskadurezh[kemmañ]

  • E distro-skol 2013 e oa 51 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (11,8% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez).

Prizioù dazont ar brezhoneg[kemmañ]

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ]

Niver a annezidi

Gevelliñ[kemmañ]

Bro Kêr Abaoe
Flag of Ireland.svg Iwerzhon Cill Orglan 1999

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Notennoù[kemmañ]