Pellgehenterezhioù

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Pellgehenterezhioù
skourr eus ar skiant, diskiblezh akademek
Iskevrennad eusremote communication Kemmañ
Douaroniezh an danvezgeography of telecommunications Kemmañ
Istorhistory of telecommunication Kemmañ


Disheñvel diouzh ur skiant eo ar pellgehenterezhioù, pa'z int un hollad teknologiezhoù ha teknikoù lakaet da dalvezout. Dont a ra an termen eus troidigezh ar ger galleg télécommunications ijinet gant Edouar Estaunié, ijiner ar Postoù hag ar Pellskriverioù ha rener an École professionnelle des Postes et Télégraphes e Paris eus 1901 betek 1910.

O kreskiñ buan eo ar gennad-mañ abaoe ar bloavezioù 1980 p'emañ o tennañ frouezh eus araokadennoù ar skiantoù rik war tachennoù a zo :

E Bro-C'hall ez eus bet un diorren bras en enklask evit ar pellgehenterezhioù, hag e Breizh ez eus bet staliet daou arnodva brudet : ar Centre National d'Études des Télécommunications (CNET) e Lannuon, krouet diwar intrudu Pierre Marzin e 1970, hag ar Centre Commun d'Études de Télédiffusion et de Télécommunications (CCETT) staliet e Roazhon, ma voe ijinet ar Minitel. France Télécom R & D (Research & Development, "enklask ha diorren") a reer hiziv eus ar c'hreizennoù-se.