Papoua ar C'hornaoueg
Papoua ar C’hornaoueg eo an anv a ra an emsaverien bapou hag aostralazian — hag ar Bapoued hag an Aostralazianed dre vras —, koulz hag ar re a lavar eo direizh beli Indonezia war ar vro-se, eus hanterenn gornaoueg enez Ginea Nevez hag an inizi nes, hag anvet Ginea-Nevez ar C'hornaoueg gant Indonezia. Port Numbay (Jayapura evit gouarnamant Indonezia) eo ar gêr-benn.
- Betek 1962 e veze graet Ginea Nevez an Izelvroioù anezhi.
- Republik Papoua ar C'hornaoueg, bet klasket sevel e miz Kerzu 1961.
- Irian Barat etre 1962 ha 1969 (da heul aloubidigezh arme Indonezia). Staget eo bet ar vro da vat ouzh Indonezia e 1969.
- Irian Jaya etre 1969 ha 2000.
- Proviñs Papoua abaoe 2000 gant ur statud a “emrenerezh ispisial”. A-enep ar statud-se ez eus bet savet ur broviñs nevez er c’hornaoueg pellañ (Irian Jaya Barat, hag adanvet Proviñs Papoua ar C'hornaoueg diwezhatoc'h), e miz C’hwevrer 2003.
- Ginea-Nevez ar C'hornaoueg abaoe 2003.
|
Aostralia · Enez Christmas · Inizi Cocos (Keeling) · Enez Norfolk |
||
|
Fidji · Kaledonia-Nevez · Papoua Ginea-Nevez · Papoua ar C'hornaoueg · Inizi Salomon · Vanuatu |
||
|
Guam · Hawaii · Kiribati · Inizi Mariana an Hanternoz · Inizi Marshall · Atoll Midway · Stadoù Kevreet Mikronezia · Nauru · Palau |
||
|
Inizi Cook · Niue · Enez Pask · Pitcairn · Polinezia C'hall · Samoa · Samoa Amerikan · Tokelau · Tonga · Tuvalu · Wallis ha Futuna · Zeland-Nevez |