Mont d’an endalc’had

Olympe de Gouges

Eus Wikipedia
Olympe de Gouges
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denOlympe de Gouges Kemmañ
Anv ganedigezhMarie Gouze Kemmañ
Anv-bihanOlympe Kemmañ
Anv-familhGouze Kemmañ
LesanvOlympe de Gouges Kemmañ
Deiziad ganedigezh7 Mae 1748 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMontalban Kemmañ
Deiziad ar marv3 Du 1793 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Doare mervelKastiz ar marv Kemmañ
Abeg ar marvdibennañ Kemmañ
PriedLouis Aubry Kemmañ
BugelPierre Aubry de Gouges Kemmañ
Yezh vammokitaneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, okitaneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Kondaonet evittreason Kemmañ
Tachenn labourabolitionism, Gwregelouriezh Kemmañ
Strollad politikelGirondists Kemmañ
Relijiondeism Kemmañ
Oberenn heverkDeclaration of the Rights of Woman and the Female Citizen, Q25389160 Kemmañ
Diellaouet gantAtria Institute on gender equality and women's history Kemmañ
Ezel eusSociety of the Friends of Truth Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Olympe de Gouges

Marie Gouze, lesanvet Marie-Olympe de Gouges ha chomet en istor dindan an anv Olympe de Gouges (1748-1793), a voe ur dramaourez hag ur bolitikourez c'hall a c'hounezas brud dre he skridoù gwregelour hag enep ar sklaverezh.

E deroù ar bloavezhioù 1780 e krogas da skrivañ pezhioù-c'hoari. Pa oa ar bec'h politikel o sevel o Bro-C'hall ez emellas mui-ouzh-mui er rendaeloù. En un doare fraezh e tisplegas he soñjoù a-zivout gwellaat buhez ar sklaved en trevadennoù evel ma oant e 1788 ; war an dro e krogas da sevel flemmskridoù politikel a-benn difenn gwirioù ar merc'hed ha sevel enep gwalldaolioù kaserien an Dispac'h gall.

Hiziv an deiz e chom evel ar vaouez kentañ a c'houlennas ma vije roet d'ar merc'hed an hevelep gwirioù ha re ar wazed.

En un tiegezh bourc'hizien izel eus Montalban e voe ganet d'ar Meurzh[1] 7 a viz Mae 1748, gant Anne-Olympe Mouisset, merc'h d'ur mezherer, hag he fried Pierre Gouze, kiger a vicher. Hervez ar vrud a rede e kêr e oa Marie Gouze merc'h he faeron Jean-Jacques Lefranc, markiz a Bompignan. En aner e klaskas Marie Gouze bezañ anavezet ez-ofisiel gant ar markiz, ar pezh a levezonas e labour evit difenn gwirioù ar vugale zireizhek.[2]

E 1765, d'an oad a 17 vloaz, e voe euredet da vab un tineller ; diwezhatoc'h e skrivas :

Euredet e voen d'ur gwaz ha ne garen ket ha ne oa na pinvidik nag a renk uhel.
Aberzhet e voen hep na vije abeg pe abeg en devije gallet kompezañ an heug a oa ennon ouzh an den-se.

Olympe de Gouges, "Mémoire de Madame de Valmont contre la famille de Flaucourt"

Bloaz goude an eured e varvas he fried ; da neuze e krogas Marie Gouze gant he buhez dezhi. Er bloavezh 1770 ez eas da Bariz gant he mab Pierre, hag eno e kemeras an anv a Olympe de Gouges.[2]

E 1773 e krogas da zaremprediñ un uhelgargad eus ar Morlu anvet Jacques Biétrix de Rosières en he c'hasas gantañ da saloñsoù Pariz ma voe brudet dre he c'hened ha ma kejas ouzh arzourien, prederourien, skrivagnerien ha politikourien.
Unnek vloaz war-lerc'h, e 1784, ha hi 36 vloaz, e skrivas hec'h oberenn gentañ : ur pezh-c'hoari anvet Zamore et Mirza a oa enep ar sklaverezh, a voe embannet e 1788 evel Zamore et Mirza, ou l'heureux naufrage hag a voe leurennet e 1789 gant an titl L'esclavage des nègres. Teir gwezh hepken e voe c'hoariet abalamour ma voe emgannoù etre dalc'hidi ar sklaverezh ha re he zorradur[2] (dre ul lezenn bet embannet d'ar 4 a viz C'hwevrer 1776 ha sinet gant ar roue gall Louis XV e oa bet torret ar gwir da gaout sklaved e Bro-C'hall — e Bro-C'hall hepken, ket en trevadennoù). E 1792 e voe adembannet dindan an talbenn L'esclavage des noirs[3].
E 1790 e skrivas ur pezh-c'hoari all diwar-benn ar sklaverezh c'hoazh, Le marché des noirs, a voe nac'het gant ar c'hoariva Comédie-Française. En hevelep bloavezh e voe torret lezenn Louis XV gant ar Breudoù gall.

E 1791 ez emezelas e Kevredigezh Mignoned ar Wirionez (Société des Amis de la Vérité), a glaske tizhout ingalded ar gwirioù politikel ha lezennel etre gwazed ha merc'hed. Er Gevredigezh-se e reas un disklêriadenn a zo chomet brudet :

Gwir o deus ar merc'hed da bignat ar chafod ; dleet eo dezho ivez kaout gwir da bignat al leurenn a-benn komz.

Olympe de Gouges

En hevelep bloavezh e voe embannet ar Vonreizh nevez, d'an 3 a viz Gwengolo ; laouen-bras e oa bet Olympe de Gouges pa oa c'hoarvezet an Dispac'h gall, hogen dipitet-bras ivez e voe pa verzas ne oa ar "c'hevatalder" skrivet er Vonreizh nevez nemet evit ar wazed. Ha "Disklêriadur gwirioù ar Wazed" hepken e oa bet Disklêriadur gwirioù Mab-den hag ar C'heodedad ar 26 a viz Eost 1789 ?

Pajenn gentañ Déclaration des droits de la femme et de la citoyenne

E 1791 c'hoazh ez embannas Olympe de Gouges he respont, e stumm ur skrid a anvas Déclaration des droits de la femme et de la citoyenne, heuliet gant Le contrat social, anvet war-lerc'h oberenn Jean-Jacques Rousseau, ma kinnigas ma vije an dimeziñ diazezet war an ingalded etre ar priedoù.

Kenderc'hel a reas da stourm enep kement anatadenn a gave direizh e-keñver gwirioù mab-den : sevel a reas enep dibennadur ar roue Louis XVI abalamour ma 'z enebe-hi ouzh kastiz ar marv hag ivez abalamour ma oa gwell dezhi ur roue gwan eget ur roue harluet oc'h itrikañ da derriñ an Dispac'h. A-feur ma teue an Dispac'h taeroc'h-taerañ e voe heñvel gant skridoù Olympe de Gouges.

Poltred Olympe de Gouges e 1793, aozour dianav.

D'an 10 a viz Meurzh 1793 e voe staliet Lez-varn an Dispac'h. D'ar 29 a viz Meurzh e voe kemennet kastiz ar marv evit kement den a ginnigje ur rezhiad politikel estreget ar Republik dirannus, hep na c'hallje ober galv d'al Lez-varn nevez.br /> D'an 2 a viz Even 1793 e voe harzet mignoned Olympe de Gouges, Girondiz anezho a stourme enep Jakobined Maximilien de Robespierre — d'ar 4 a viz Even e skrivas Olympe de Gouges : J'avais tout prévu, je sais que ma mort est inévitable.[2]

Marv Olympe de gouges.

Pelloc'h e tivizas ar gouarnamant aotren ar mouezhiadegoù-pobl, kement-se en abeg d'ar ronkadeg a oa o sevel er vro abalamour da unveliezh ar Jakobined. Tennañ splet eus al lezenn nevez a reas Olympe de Gouges evit embann Les trois urnes, ou le salut de la Patrie, par un Voyageur Aérien, ur skrid ma c'houlenne ma vije aozet ur vouezhiadeg-pobl a-benn dibab etre ur republik dirannus, unan gevredel hag un unpenniezh vonreizhel. D'ar Sadorn 20 a viz Gouere 1793, pa oa gant he mouller o pegañ skritell-vrudañ ar skrid war moger ti-kêr Pariz, e voe flatret d'an archerien ha harzet war an tach.

Tri miz-pad e chomas en toull-bac'h, hep alvokad rak nac'het e voe dezhi he gwir da gaout unan en abeg ma oa gouest d'em zifenn hec'h-unan, hervez he skridoù[4] Ha hi bac'het e kavas an dro da embann Olympe de Gouges au tribunal révolutionnaire ma konte he frosez[5]., hag Une patriote persécutée ma kondaone ar Spont bras.

D'an 2 a viz Du e voe kondaonet, ha dibennet d'ar Sul 3 a viz Du 1793.

Kontet e voe diwezh buhez Olympe de Gouges gant ur Parizian dianav a zalc'he un deizlevr :

Dec'h, da seizh eur noz, e voe kaset un den dispar an disparañ anvet Olympe de Gouges a zouge an titl meurdezus a vaouez a lizhiri, tra ma oa Pariz a-bezh o vamiñ dirak he c'hened en ur c'houzout ne ouie ket he lizherennoù zoken... Sioul e tostaas d'ar chafod, seder he zremm, hag e redias kebened an dibennerez o devoa he c'haset betek al lec'h a jahin-se da anzav ne oa bet biskoazh gwelet hevelep kalonegezh ha kened... Ar vaouez-se... he devoa splujet en Dispac'h, korf hag ene. Met dre m'he devoa meizet buan pegen kriz e oa ar reizhiad bet dibabet gant ar Jakobined e tivizas mont war he c'hil. Klask a reas dre he skridoù divasklañ an drougoberien dre al labour lennegel he devoa moullet ha lakaet war wel. Biskoazh ne bardonjont dezhi, ha gant he fenn e paeas evit he dievezh

Meneget gant Sophie MOUSSET[6]

Pignet he devoa Olympe de Gouges ar chafod en diwezh, goude bezañ bet war al leurenn bolitikel o tifenn gwirioù ar merc'hed.
Gant ur vaouez yaouank avat e oa bet disklêriet d'an archerien.

Mab Olympe de Gouges, ar Jeneral Pierre Aubry de Gouges, a yeas da C'huyana gant e wreg hag o femp bugel. Pa varvas e 1802 e klaskas e intañvez distreiñ da Vro-C'hall, met mervel a reas e-kerzh ar veaj war vor.
An div verc'h a zimezas e Gwadaloup : Marie Hyacinthe Geneviève de Gouges d'un ofiser saoz, ha Charlotte de Gouges d'ur politikour amerikan[7].

En enor da Olympe de Gouges

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1989 e krouas an arzour sukorean Nam June Paik un oberenn anvet Olympe de Gouges in La fée électronique a zo war ziskouez e Mirdi an Arzoù Arnevez kêr Bariz.

D'an 8 a viz Meurzh 2007 e voe roet an anv Place Olympe de Gouges d'ul leurgêr e Pariz. Meur a lec'h, evel skolioù pe straedoù, a zoug an anv-se e Bro-C'hall.

Er bloavezh 2007 ivez e c'houlennas Ségolène Royal, da heul an istorourez Catherine Marand-Fouquet e 1989, ma vije relegoù Olympe de Gouges lakaet e Panthéon Pariz, hogen n'eus roud ebet anezho : hep mar int bet douaret en ur bez boutin, evel re kalz gouzañvidi da vare ar Spont. Ul lid hepken e vije seveniñ het S. Royal.

Devet e voe skrid Le marché des noirs ; e 1808 e voe Olympe de Gouges lakaet gant an abad Grégoire war e listennad gwazed (sic) kalonek o devoa breutaet a-du gant kaoz an dud du.
Labour a chome da ober war-lerc'h marv Olympe de Gouges eta.

  1. Deiziadur peurbad
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 PAUL Pauline, I Foresaw it all: The Amazing Life and Oeuvre of Olympe de Gouges, er gazetenn alaman Die Zeit d'an 2 a viz Even 1989 — Lenn ar pennad (en)
  3. Olympe de Gouges, L'esclavage des nègres - Version inédite du 28 décembre 1789, suivie des Réflexions sur les hommes nègres, kinniget gant CHALAYE Sylvie & RAZGONNIKOFF Jacqueline, L'Harmattan, 2006 ISBN 978-2-296-01137-3 (fr)
  4. VANPEE Janie, Performing justice: The Trials of Olympe de Gouges, Theatre Journal, Levrenn 51, niv. 1, Meurzh 1999, pp. 47-65 Lenn un arroudenn (en)
  5. Procès d'Olympe de Gouges devant le tribunal révolutionnaire (fr)
  6. MOUSSET Sophie, Olympe de Gouges et les droits de la femme, Pocket, 2007, ISBN 978-2-266-14628-9 (fr)
  7. BLANC Olivier, Marie-Olympe de Gouges, une humaniste à la fin du XVIIIe siècle, R. Viénet, 2003 ISBN 978-2-84983-000-0 (fr)

Olympe de Gouges : Déclaration des droits de la femme et de la citoyenne, Mille et une nuits, 2003 (ISBN 978-2-84205-746-6)

Olympe de Gouges : Œuvres de La Citoyenne de Gouges, En Deux Volumes, Formant Le Recueil de Ses Ouvrages Dramatiques Et Politiques, Se Trouvent Chez Le Jay, Pere, Rue Neuve Des Petits-Champs, Et Chez Les Marchands de Nouveautes, 1748, Nabu Press, 2010 (ISBN 978-1-17258-291-4) — Moullet diwar c'houlenn

Catel, Olivier : Olympe de Gouges, Casterman, Paris, 2012, (ISBN 978-2-20303-177-7)

Cutrufelli, Maria Rosa & Roptin, Caroline : J'ai vécu pour un rêve — Les derniers jours dOlympe de Gouges, Autrement, 1993 (ISBN 978-2-74671-078-8)

Desrenards, Louise : Olympe de Gouges — La révolte d'une femme, E-dite, 2006, (ISBN 978-2-84608-190-0)

Faucheux, Michel : Olympe de Gouges, Folio, 2018 (ISBN 978-2-07269-387-8)

Glaime, Émilie : La barbe !, Le Tigre Éditions, 2010, (ISBN 978-2-35719-019-1)

Grimm, Caroline : Moi, Olympe de Gouges (romant), Calmann-Lévy, 2009, (ISBN 978-2-70213-989-9)

Monin-Rotureau, Évelyne : Olympe de Gouges, PEMF, 2002, (ISBN 978-2-84526-410-6)

Solal, Elsa : Olympe de Gouges — Non à la discrimination des femmes, Actes Sud Junior, 2009, (ISBN 978-2-74278-368-7)

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • CATEL Olivier, Olympe de Gouges (bannoù-treset), Casterman, 2012, 488 pajenn, ISBN : 978-2-203-03177-7.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.