Naan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An naan (ourdoueg/perseg: نان, hindeg: नान, pandjabeg: ਨਾਨ) zo ur seurt bara plaen, aozet diwar bleud gwinizh, ha hep goell. Ennañ e lakaer ivez yaourt, sukr hag eoul. Spisoù (koumin, kari) a c'haller ouzhpennañ ivez. Debret e vez en Afghanistan, Iran, Ouzbekistan, Birmania, Pakistan hag e India, dreist-holl e gwalarn ar vro (Rajasthan ha Gujarat).

Disheñvel eo ar bara naan diouzh ar bara chapati : ront eo ar bara chapati, ha peurliesañ e vez poazhet war ur blakenn botin anvet tawa.

Naan o tont er-maez eus ar forn