Mombasa
Eus Wikipedia
Mombasa eo an eil kêr vrasañ e Kenya. War-dro 900 000 annezad a vije o chom enni (e 2006). War an aod emañ, hag ur greizenn douristel a bouez eo. Porzh pennañ Kenya eo ivez. War un enezenn (enez Mombasa) emañ ar gêr gozh, hag en em astenn a ra ar gêr nevez war an douar-bras.
Gant kenwerzhourien arab e vije bet savet kêr en VIIIvet kantved ha dont a ra hec’h anv eus an arabeg Manbasa. E swahileg eo anvet Kisiwa Cha Mvita (pe, berroc’h, Mvita), a dalvez "enez ar brezel", abalamour m’eo bet preizhet alies gant alouberien estren e-hed an istor.
Gevellet eo gant Seattle (Stadoù Unanet Amerika).