Merzhin (strollad)
Merzhin a zo ur strollad rock a orin eus Landerne, e Breizh, krouet e 1996 gant c'hwec'h mignon, liseidi anezhe.
An Izili
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merzhin a zo bet savet gant c'hwec'h den:
- Pierre Le Bourdonnec: kaner, laz-kanañ.
- Ludovic Berrou: bombard, fleütoù, bombard-hir, klarinetenn, saxophone, laz-kanañ.
- Damien Le Bras: gitar-boud.
- Stéphane Omnes: gitar-tredan,ebow.
- Vincent L'Hour: Gitar elektrek, gitar klevidik ha laz-kanañ.
- Mathieu Person: Bateri ha binviji sko (paouezet e 2005).
- Christophe Rossini anvet « Tof »: Bateri ha binviji sko.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Enrollet ez eus bet dija c'hwec'h pladenn gante ha tri albom, an hini gentañ: « Loar gentañ » hag a zo bet embannet e 1999, an eil: « Loar-gann », deuet er-maez e 2000, hag an trede « Adrenaline » deuet er-maez e 2002. O div fladenn diwezhañ a zo deuet er-maez e 2006 hag e 2007, an hini gentañ: « treid noazh war ar vroudenn-dan » hag an eil: « treid noazh war al leurenn » enrollet en India war al leurenn, e-lec'h ma 'z eo bet adkemeret 5 kanaouenn pladenn 2006 hag adkanet anezhe mui un nebeud reoù all. O stumm sonerezh a zo disheñvel diouzh ar rock en doare ma implijont binviji a orin eus Breizh, da lâret eo, ar vombard pe stummoù disheñvel fleüt ouzhpenn ar gitaroù, ar bateri (toumperez) hag ar gitar-boud...
Pennad-kaoz gant skipailh rock Merzhin savet gant Tonio ha Malou evit an Artmaniaque
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- —Tonio ha Malou : Merzhin a zo « Merlin » e galleg, perak ho peus choazet an anv-se?
- —Merzhin : An anv-mañ en deus ur son Breizhat ha plijout a rae deomp an dudenn, ar pal a oa diskouez hon idantelezh en ur ziskouez ur stumm all eus Breizh.
- —Tonio ha Malou: Peseurt skipailhoù Rock ha Breizhad a atiz o c'hanaouennoù?
- —Merzin : E-keñver ar rock ez eo ledan-tre met e-keñver ar skipailhoù breizhat ez eo kentoc'h: Red Cardell, Ar Re Yaouank , EV ha Celtas Cortos.
- —Tonio ha Malou: Petra eo hoc'h eñvorennoù gwelloc'h er sonadegoù?
- —Merzhin : Bez ez eus kement, c'hoari e gouel-meur etrekeltiek An Oriant (pe Festival Interceltique de Lorient, FIL) a zo ur santimat kreñ-kenañ hom soñjoù gwellañ eus an « Adrenaline tour » (« adrenaline » a zo o eil bladenn) a zo ar bemzektez tremenet gant ar Celtas Cortos ha dreist-holl ar sonadeg e Lyon.
- —Tonio ha Malou : Pa oac'h c'hoazh gant ho studioù e tlee bezañ diaes ober gant ar studioù hag ar sonerezh, peseurt ali a c'hellfec'h reiñ d'ar re yaouankoc'h o deus c'hoant heuliañ ho hent?
- —Merzhin : Ar prantad diaesañ a zo an hini hon eus ranket paouez hon studioù evit en em lañsañ e bed ar sonerezh, ha tremenet eo mat dre ma hon eus sinet gant Stormy Music (ur genderc'h eus ar vro) ha gant BMG evit gwerzhañ hon fladennoù, e-pad ar prantad-mañ hon eus kendalc'het d'ober hon studioù e-pad ur bloavezh (en ur enrollañ « Loar-gann » memestra) ha goude hon eus dibabet ar sonerezh.
- —Tonio ha Malou : Trugarez bras deoc'h, hag evit an dudi a rooc'h da tout an dud.
- —Merzhin : Trugarez deoc'h ivez!