Merienaer godellek
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Dasyuromorphia | ||||
| Kerentiad : | Myrmecobiidae | ||||
| Genad : | Myrmecobius | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Myrmecobius fasciatus Waterhouse, 1836 |
|||||
|
|||||
Ar merienaer godellek, pe numbat, (Myrmecobius fasciatus) zo ur godelleg amprevanetaer a vev e kornôg Aostralia.
Doareoù pennañ [kemmañ]
En em vagañ a ra diwar merien-gwenn ha, raloc'h, diwar merien. Faoutañ a ra ar grugell gant skilfoù e bavioù a-raok ha sunañ an amprevaned gant e deod 10 cm.
Bevañ a ra en e-unan hag argas a ra ar merienaerien all diouzh e diriad.
52 zant bihan-bihan zo en e c'henou. War-dro 25 cm eo hirder e gorf ha 20 cm hini e lost. E bouez zo etre 300 ha 700 g.
Ar re vihan a chom stag ouzh bronnoù ar vamm e-pad 4 miz.
Rummatadur [kemmañ]
Ar spesad nemetañ eo er c'herentiad Myrmecobiidae.