Marta e Maria Maddalena

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Marta e Maria Maddalena
Caravaggio Martha&Mary.jpg
Michelangelo Merisi da Caravaggio, 1598
Eoullivadur war lien
100 × 134,5 cm
Institute of Arts, Detroit

Marta e Maria Maddalena (anavezet ivez evel Conversione della Maddalena) zo un eoullivadur diwar zorn an arzour italian Caravaggio, graet war-dro 1598 hag a zo war ziskouez en 'Institute of Arts' e kêr Detroit, e SUA.

An daolenn[kemmañ]

Gwelout a reer an div c'hoar Marta ha Mari Madalen, maouezed meneget o anvioù en Aviel, o kaozeal. Emañ Marta o klask distreiñ he c'hoar diouzh hent ar blijadur hag ar vuhez fall da vont gant hent ar vertuz hag ar feiz e Jezuz. En deñvalijenn emañ dremm Marta, damstouet, gant he c'haoz, tra m'emañ he c'hoar o treiñ ur vleunienn orañjez etre he bizied hag o terc'hel ur melezour, arouez ar vuhez diroll emañ o vont da zilezel. E dremm Mari emañ galloud ar skeudenn, p'emañ Mari o kregiñ da vezañ kendrec'het.

Istor[kemmañ]

Livet e voe gant Caravaggio p'edo o chom e ti ar c'hardinal Francesco Maria Del Monte.
Daou seurt taolennoù en deus graet evit ar c'hardinal: ar re direlijiel, evel Bacchus, Al ludour, pe Concerto, an holl anezho o poltrediñ paotred yaouank e-barzh tier, hag ar re diwar-benn ar relijion. E-touesk ar re relijiel e oa peder zaolenn ma weler div blac'h, pe o-unan pe a-gevret. Anavezet eo an div blac'h-se, div gourtizanez hag a zaremprede palezioù Del Monte ha re tud binvidik ha galloudek all: Anna Bianchini, ha Fillide Melandroni, bet serc'h da g-Caravaggio, ha bet poltredet gantañ meur a wech.

Fillide Melandroni[kemmañ]

Fillide Melandroni eo a voe patrom evit Mari Madalen, ha marteze e oa serc'h d'al livour. Poltredet eo bet e meur a daolenn, er Ritratto di Cortigiana, graet evit he serc'heg, an arc'hantour Vincenzo Giustiniani, mignon d'ar c'hardinal Del Monte, evel er Santa Caterina d'Alessandria hag a zo e Madrid, ha Giuditta e Oloferne.

Anna Bianchini[kemmañ]

Kentañ ma voe gwelet Anna Bianchini a voe evel Maria Maddalena hec'h-unan-penn en daolenn Maddalena penitente , graet war-dro 1597.