Bacchus (Caravaggio)

Eus Wikipedia
Bacchus

Bacchus (Bacco an anv italianek) zo un daolenn gant al livour italian Caravaggio war-dro ar bloaz 1595, war-ziskouez en Uffizi e Firenze.

Gwelout a reer ur Bacchus yaouank-flamm, gant rezin ha delioù gwini war e benn, e viz o c'hoari gant kordenn zu e sae wenn joget. Ur pladad frouezh zo dirazañ war un daol vaen hag ur garafennad gwin ruz. En e zorn kleiz emañ o terc'hel ur c'hobedad win hag e seblant pediñ an arvester da zont d'evañ gantañ.

Marteze e oa bet Caravaggio o labourat gant ur melezour, abalamour m'emañ ar c'hrennard o terc'hel e vanne en e zorn kleiz[1].

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) Bacchus @ Artble. Kavet : 13/02/2024.


Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]