Maelgwn Gwynedd

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Maelgwn Gwynedd pe Maelgwn ap Cadwallon (480 ? - † 547 ?) a oa roue Gwynedd eus 520 da 540.

[kemmañ] Anv

Anavet eo ivez evel Maglocunus e latin, evel Malgo, pe Malgocunos, Maelgwn ap Cadwallon, Maelgwn Hir pe Maelgwn Fawr.


[kemmañ] Istor

Ur roue meur e oa e Breizh ar VIvet kantved. Deuet eo da vout brudet ha mallozhet en istor Kembre abalamour d'ar manac'h Gweltaz a skriv en e De excidio Britanniae e oa Aerouant an Enez, marteze edo o chom en Enez Mon. Evit doare e oa ar galloudusañ eus ar pemp roue a sachas konnar Gweltaz war o c'hein.

Hervez Gweltaz en doa kemeret ar galloud war-lerc'h lazhañ e eontr. Penediñ en doa graet neuze, prometet mont da vanac'h, met ne zalc'has ket d'e c'her. Gwashañ zo, lazhañ a reas e wreg hag e niz evit dimeziñ d'e intañvez.

Hervez David Sims e c'hallfe Maelgwn bezañ Mordred ar mojennoù, mab ar Roue Arzhur. An eontr lazhet eo ar roue Arzhur, a-drek Owain Ddantgwyn.

Hervez Jafrez Menoe e oa techet d'ar sodomiezh, hag e kare gwelout paotred koant en-dro dezhañ. Petra bennak ma sikouras an Iliz ha ma savas eskopti Bangor e veze skoet bazhadoù gantañ gant ar skrivagnerien gristen.


[kemmañ] Lennadurezh

  • John Owen Jones (1899), O lygad y ffynnon: cyfieithiadau o weithiau haneswyr boreuaf Cymru, sef Cesar, Tacitus, Gildas, Nennius, Asser. (Davies ac Evans, Y Bala)
En e raok:
Cadwallon Lawhir ap Einion
Roue Gwynedd
thum)

520 - 540
War e lerc'h:
Rhun Hir ap Maelgwn
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all