Gweltaz (sant)
Eus Wikipedia
- Ur pennad Gweltaz zo ivez.
Delwenn da sant Gweltaz, e Lokentaz
Feunteun da Sant Gweltaz e Magor.
Gweltaz (500 – 570) zo ur manac'h brezhon a vije bet ganet e-tal Dumbarton, war lez ar stêr Clyde, er pezh a oa "Hanternoz Kozh" Brezhoned Enez Vreizh.
Manac'h e voe e Kembre, e manati Llanilltud Fawr, evel kalz a venec'h brudet eus e amzer, ha gant Samzun ha Paol Aorelian a deuas da Vreizh. Skrivañ a reas eno an De excidio Britanniae, ar skrid koshañ gant ur Brezhon diwar-benn istor Breizh. Hervez an deiziadoù roet en Annales Cambriae e veve en amzer ar Roue Arzhur ha n'eo ket meneget en oberenn.
Hervez a greder e teuas goude da Vreizh. Roud a chom anezhañ en Enez Gweltaz e Treger, e Lokeltaz hag e Lokentaz e Bro-Wened.