Mac'haon
Eus Wikipedia
Mac'haon (Μαχάων e gregach), mab da Asklepios (doue ar medisinerezh) ha da Epione, breur da b-Podalirios, a oa roue Trikke ha surjian, dimezet da Antiklia, ha meur a vugel en doa bet ganti: Aléxanor, Sphyros, Polémocratès, Nicomachos ha Gorgasos.
Brezel [kemmañ]
Gant 30 nev ez eas d'ober brezel da Droia. Ober a reas war-dro ar vrezelourien gloazet, Menelaos ha Philoktetes. Mont a reas e-barzh marc'h Troia.
Mervel a reas e-kerzh dekvet bloavezh brezel Troia: hervez Homeros e voe lazhet gant Eurypylos, mab da d-Telephos, hervez Apollodoros gant Pentesilea, rouanez an Amazonezed.
Balafenn [kemmañ]
- Diwar anv Mac'haon e teu anv ar valafenn da anv skiantel dezhañ Papilio machaon.