Telefos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Herakles gant e vab Telefos. Mirdi al Louvre.

Telefos pe Telephos (Τήλεφος e gregach, sked a bell) a oa mab da Herakles ha da Auge, merc'h da Aleos, roue Tegea en Arkadia. Tad e oa da Euripilos. Dont a reas da vout roue e Misia, en Azia Vihanañ . Gloazet e voe gant an Akeaned pa deujont d'ober brezel da Droya, da gemer Elena d'he c'has da Sparta.