Lucrezia Landriani

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Poltred Lucrezia Landriani gant Domenico Veneziano, Gemäldegalerie , Berlin.

Lucrezia Landriani (ganet war-dro 1440), a oa pried ar c'hont Gian Piero Landriani, ha serc'h dug Milano. Mamm e oa da Caterina Sforza [1][2][3].

He buhez[kemmañ]

N'ouzer ket piv e oa he zud.
Hervez ar poltred anezhi gant Domenico Veneziano e oa ur gaer a veleganez, lagad glas ha dremm fin dezhi.[4] Dont a reas da vout pried-kleiz an dug Galeazzo Maria Sforza (1444-1476).


Pried-kleiz an dug[kemmañ]

Lucrezia a zeuas da vout serc'h an dug Galeazzo Maria war-dro 1460, pa oa en he 16 vloaz. Eñ a oa mab da Francesco Sforza, dug Milano, ha da Bianca Maria Visconti, dugez Milano, ha pennhêrez an Tiegezh Visconti. Galeazzo Maria a voe dug pa varvas e dad d'an 8 a viz Meurzh 1466.

He bugale[kemmañ]

Poltred Galeazzo Maria Sforza, Dug Milano, pried-kleiz Lucrezia

Pevar bugel da vihanañ he doe gant an dug, ha daou gant ar c'hont he fried.
Gant a dug he doe:

Daou vugel he doe gant he fried Gian Piero:

Bugale Lucrezia a voe anavezet hervez al lezenn, ha savet e lez an dug ,[9] a-gevret gant bugale gwreg Galeazzo, Bona di Savoia. Met fiziet e voent en o mamm-gozh, Bianca Maria Visconti. Brudetañ ha speredekañ bugel Galeazzo ha Lucrezia e oa Caterina, a voe kelennet en arzoù an diplomategezh hag ar brezel gant he mamm-gozh. Kement-se a oa ezhomm d'ober en aergelc'h politikel Italia ar XVvet kantved, a oa itrikoù, trubarderezh, muntroù, en abeg d'ar c'hendamouez dizehan a veze etre keodedoù ha levierien ar stadoù. D'ar 26 a viz Kerzu 1476 e voe kontellataet Galeazzo Maria Sforza en iliz San Stefano e kêr Milano, ma varvas diwar an taolioù. E vab, ha hini e wreg Bona di Savoia, Gian Galeazzo Sforza, a voe dug Milano war e lerc'h.

N'ouzer ket pegoulz e varvas Lucrezia Landriani .

Notennoù[kemmañ]

  1. A History of Milan Under the Sforza, gant Cecilia M. Ady, embannet gant Edward Armstrong, New York: G.P. Putnam's Sons; London: Metheun and Company, 1907, pennad 109
  2. www.Genealogy.euweb.cz/Sforza/Sforza.
    html
  3. www.Worldroots.com., gant Leo van de Pas
  4. www.Kleio.org/en/history/famtree/sforza/html, by Maike Vogt-Luerrsen.
  5. www.Genealogy.euweb.cz/Sforza/Sforza.html
  6. www.Genealogy.euweb.cz/Sforza/Sforza.html
  7. www.Genealogy.euweb,cz/Sforza/Sforza.html
  8. www.Genealogy,euweb.cz/Sforza/Sforza.html
  9. Biography of Caterina Sforza, Countess of Forli, www.Worldroots.com, gant Leo van de Pas