Loukoum

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ul loukoum
Tammoù loukoum

Ul loukoum (turkeg: lokum pe rahat loghoom gwezhall, diwar an arabeg راحة الحلقم raḥat al-ḥulqum, d.l.e. "plijadur ar gorzailhenn") a zo ur seurt madig a gaver e Turkia, Bulgaria, Kiprenez, Gres, Bosnia, Serbia, Roumania, Aljeria, Maroko hag en Albania. Fardet e vez ul loukoum diwar ampez ha sukr. Ouzhpennet e vez dour roz ivez. Tammoù kraoñ, kraoñ-kelvez, alamandez pe pistachez a c'haller ouzhpennañ ivez. Unan eus ar meuzioù lipous koshañ er bed eo.

Istor[kemmañ]

Hervez ur vojenn e vije bet ur sultan turk en dije bet c'hoant plijout d'e holl vestrezed ha neuze en dije goulennet gant e geginerien ijinañ ur meuz lipous nevez ha dibar. Evel-se e vije bet ijinet al loukoum.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.